War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.
D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.
Bep ar mare ez aen kouti-koutik, da deurel ur sell dreist ar voger : dre forzh frammañ ha simantañ e kemeras an ti bihan stumm ur volz c'hotek, heñvel a-walc'h ouzh ar goudoroù enk a-enep ar bombez a veze savet e garioù Breizh e-pad ar brezel.