kinnig
Hag ez eas, kasoni en e galon, soñjoù kriz en e benn, d’en em ginnig d’an hini a gase, en hanv ar republik, an traoù en-dro e kêr Gastell, hag e lavaras dezhañ e oa den da gregiñ e kement beleg disent a yoa etre Kastell ha Lesneven, a-hed an aod, ha d’o c’has holl, er memes dervez, d’ar prizon, gant ma vije roet dezhañ tri-ugent soudard hepken.
kinnig
E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.
Mes pa oant deuet da ginnig o zoaz d’ar baraer, hemañ a lavaras dezho, krenn ha kras : — « N’eus ket a blas ken. »
Din-me, ya ! me 'zo bet kinniget din-me Aval Skiant ar Mad hag an Droug.
Ar breur Arturo a oa an tan en e gig, en e wad, en e benn. Stignet e oa e izili, ken e kinnigent tarzhañ.
Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.
Padal, goude studi an enderv, ar breur Alano a voe kemennet dezhañ, war un dro gant un nebeut kloer all, mont d'ar menez, da zourañ, kerkent ha kuzhet an heol, ar gwezigoù pin nevez-plantet, hag a oa o kinnig krazañ gant ar sec'hor.
Hi eo a'n em ginnig dezhañ, an dro-mañ.
E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.
Kinnig a reas din an Aotrou Hamon kerderc’hel da studiañ er gêr evit bezañ barrek deiz pe zeiz da vont da Di-Bank Meur Bro-C’hall, goude un arnodenn aes a-walc’h, hervezañ.
Bep daou viz e vo kinniget deoc'h ur gazetenn nevez
Kinniget e voe din mont d'ober un esa, ar pezh a roje tu din da gaout ur vicher ma troje an traoù war an tu mat ganin.
"Ar surjian Atanasios Korasidis a genlabour gant ho klinikenn?" a c'houlennan outañ goude en em ginnig.
Ma n'oc'h ket bet digabestret e vefet kaset dirak ar prokulor (pe an den a vo en e lec'h) a vo karget da zibab hag enkablet e vefet pe ne vefet ket, war beseurt abeg ha pegoulz e vefet kinniget d'ar barner.
"Emañ mare an herouezadurioù o tostaat," emezañ din. "Soñjet em eus kinnig da anv evit isrenerezh ar Surentez."
Kroget en doa da huchal, o kinnig ma lazhañ.
Kentoc'h evit ur rekipe e kinniger amañ un toullad goulennoù koulz hag un nebeud teknikoù a servijo d'ar stourmerien da vezañ emrenoc'h ha kreñvoc'h a-dal d'o enebourien.
Atav ez eus tu da ginnig d'ar poliser e-tal deoc'h evañ ur banne tomm, pe rannañ un tamm bara pok-ha-pok ganeoc'h, pa grog an obererezh da vezañ hir, kement ha distignañ an traoù un tamm bihan.
Fanis en doa kinniget dezhe chom betek ar Sadorn evit ma c'hellfe kas anezhe du-hont gant Katerina met Pródromos a oa war ar glaou ruz, evel kement hini zo bet oc'h etredaouiñ e-pad pell hag a gemer un diviz a-daol-trumm.
Mots précédents
Mots suivants
kinnig