Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. (db. an traoù) 1. Diskouez meur a dra da ub. evit ma c'hallfe ober e zibab. Kinnig e varc'hadourezh. DHS. dispakañ. & Kinnig un abadenn, roll an abadennoù, ar prezegennoù, h.a. : lavaret d'an dud, d'an arvesterien ar pezh o do tro da welet pe da glevet dizale. & Kinnig un abadenn skinwel, skingomz : he c'has en-dro. 2. Pediñ ub. da zegemer ar pezh a venner reiñ, prestañ dezhañ. Kinnig ur gador da ub. Kinnig arc'hant, boued, butun. Kinnig da evañ d'an dud. Kinniget en doa e di dimp evit ar vakansoù. DHS. profañ. 3. Diskouez, displegañ udb. evit ma vefe komzet diwar e benn, evit kaout ali, asant, dibab ub. Kinnig ur raktres. & Lavaret reiñ ur sammad arc'hant en eskemm eus udb. Kinniget ez eus bet ugent mil lur dezhañ evit e garr. 4. Trl. Kinnig koll da ub. : prometiñ kastiz dezhañ ma ne ra ket an dra-mañ-tra. Alies e veze war-dro e soudarded ouzh o atahinañ hag o kinnig koll dezho. Kinnig a rae koll d'ar re na vennent ket labourat evitañ. & RELIJ. Kinnig e vuhez da Zoue : en em erbediñ outañ. Mervel a reas en ur ginnig e vuhez da Zoue. B. (db. an dud) 1. Kinnig ub. da ub. all: e lakaat d'ober anaoudegezh gantañ o lavaret dezhañ e anv, e vicher, h.a. 2. Envel pe dibab ub. da emstriver evit seveniñ ur garg. Kinnig tud, danvez dilennidi. 3. RELIJ. Kinnig ub. da Zoue, d'ar Werc'hez, d'ur sant, h.a. : e erbediñ dezho. Gwechall ez ae ar mammoù da bardon Remengol evit kinnig o bugale d'ar Werc'hez. 4. (e strolladoù, kevredigezhioù prevez zo) Reiñ anv ub., komz diwar e benn evit ma c'hallfe bezañ degemeret da ezel. Ar re a c'hoantae dont en Urzh a ranke bezañ kinniget gant un ezel anezhañ. II. (dirak un av.) 1. Lavaret, embann da ub. emeur o vont d'ober udb., pe er grafed a galon laouen ma vefe asantet gantañ. Kinnig a reas reiñ al levr-se dezhañ. Kinnig a ra mont di. 2. Gourdrouz. Kinnig lazhañ ub. 3. Dre skeud. Bezañ war-nes ober, bezañ doare gant ub., udb. ober prestik, c'hoarvezout dizale. Kinnig a ra ar glav kouezhañ. Ar mor a ginnige lonkañ ar vag. Edo e anal o kinnig mankout. Emañ o kinnig mervel, o kinnig sodiñ. HS. mennout. III. V. em. EN EM GINNIG. 1. Lakaat e anv da vezañ dibabet evit ober udb., seveniñ ur garg, h.a. [1925] Ur viskinenn a oa karget a heiz evit an Naoned : diouzhtu eo en em ginniget evit bezañ lakaet war ar roll. 2. [1877, 2015] Reiñ da c'houzout piv eur. [1877] Hag ez eas, kasoni en e galon, soñjoù kriz en e benn, d’en em ginnig d’an hini a gase, en hanv ar republik, an traoù en-dro e kêr Gastell, hag e lavaras dezhañ e oa den da gregiñ e kement beleg disent a yoa etre Kastell ha Lesneven, a-hed an aod, ha d’o c’has holl, er memes dervez, d’ar prizon, gant ma vije roet dezhañ tri-ugent soudard hepken. [2015] "Ar surjian Atanasios Korasidis a genlabour gant ho klinikenn ?" a c'houlennan outañ goude en em ginnig.

Skouerioù istorel : 
48
Kuzhat roll ar skouerioù

Kinnigit dezho un dra bennak.

1850
Daveenn : GON.II pg kinniga (Offrez-leur quelque chose).

kinnizien

1850
Daveenn : GON.II pg kinniga, kinnisien (Offrir, présenter ou proposer quelque chose à quelqu'un, afin qu'il l'accepte).

Kinnig a reas ivez hag e roas dezhi ar chomadur eus e boued, eus a behini he doa debret a-walc'h.

1850
Daveenn : GON.II p.102, Buez Ruth.

kennigañ

1850
Daveenn : GON.II pg kinniga (Offrir, présenter ou proposer quelque chose à quelqu'un, afin qu'il l'accepte).

kinnig

1850
Daveenn : GON.II pg kinniga (Offrir, présenter ou proposer quelque chose à quelqu'un, afin qu'il l'accepte).

kinnigañ

1850
Daveenn : GON.II pg kinniga (Offrir, présenter ou proposer quelque chose à quelqu'un, afin qu'il l'accepte), mennout

Meur a bried dereat kinniget da Rok-ounn, / Ar goantig o c'have diouti kalz re zister ?

1867
Daveenn : MGK p55

— « Petra ! din, emezi, ar re-se ginniger ? / Ned on ket sorc'hennet ! Un truez o gwelet, / Ne 'c'houfed, eveshait, kaout bravoc'h pabored ! »

1867
Daveenn : MGK p55

An hini kozh n’en devoe afer a netra ; an hini yaouank a lakeas ur c’horn bara en e c’hodell en ur drugarekaat ar manac’h eus e vadelezh ; an hini kozh avat ne droas ket zoken e benn da sellet outañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.60-61

Hag ez eas, kasoni en e galon, soñjoù kriz en e benn, d’en em ginnig d’an hini a gase, en hanv ar republik, an traoù en-dro e kêr Gastell, hag e lavaras dezhañ e oa den da gregiñ e kement beleg disent a yoa etre Kastell ha Lesneven, a-hed an aod, ha d’o c’has holl, er memes dervez, d’ar prizon, gant ma vije roet dezhañ tri-ugent soudard hepken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.242

Goude hor banne soubenn, n’oa ket eus ar re wellañ, hen anzav a rankan, e voe kinniget deomp bep a damm bara sec’h. Kemeret a rejomp, rak digor [e] oa hor c’halon, an hent en doa divouedet ac’hanomp.

1877
Daveenn : EKG.I. p.71

— Perak ’ta neuze, va zad, oc’h ken nec’het o komz ouzhin ? — Abalamour, va mab, ar pezh am eus da ginnig deoc’h a zo un dra rust-meurbet. — Komzit, va zad, n’eus forzh peger rust e c’hellfe bezañ, ho mab a sento, rak n’oc’h evit gourc’hemenn dezhañ nemet traoù mat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.20

kinnizien

1909
Daveenn : BROU p. 214 (offrir)

Galloud en deus da ginnig dezhañ [d'ar Poellgor] diverkañ diwar ar rolloù henn-ha-henn war an digarezioù merket en artikl XXXIII.

1909
Daveenn : REZI p. 9

kinnig

1909
Daveenn : BROU p. 214

Al levr-mañ a zo kinniget Gant trugarez ha doujañs bras En eñvor da'm mestr kozh brudet D'Arbois de Jubainville, a reas Enklaskoù don War ar Gelted Hag ar yezhioù gante komzet, en n'hallas lenn dioutañ nemet Ar pennadig kentañ, siwazh.

1914
Daveenn : M. pennad dediañ

Evit ar chatal, loened eus an dibab a oa anezho holl, dinamm, peurwenn, bet savet ha maget a-benn kefridi d’o c’hinnig dezho, war gwellañ peurvanoù ar vro.

1923
Daveenn : SKET p.61

Nemet kel lies gwech ma strivent da stlepel an dour er-maez, e teue tri c’hement all e-barzh, ma kinnige ar vag beuziñ bep taol.

1923
Daveenn : SKET p.109

Nag an erer, nag ar gup, nag ar re vihan anezho, ne ginnigent o gloazañ gant o figos, gant o c’hrabanoù, gant o divaskell (1).

1923
Daveenn : SKET p.76

Da hemañ, anezhañ danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. »

1923
Daveenn : SKET p.68

Pa veze en em gavet Lugus ha Belisama nes a-walc’h d’an dud, neuze e strinke an delennadenn hag ar ganadenn a zonedigezh-vat ; ar renerien hag an henaourien a yae war-arbenn hag a ginnige d’ar re nevez-deut mel, laezh ha bara.

1923
Daveenn : SKET p.61

Gouzout ar gerioù, seveniñ al lidoù, kinnig ar roadoù, peuroberiañ al lidlazhadoù a reont ervat, ha, gant-se, e renkan daskoriñ dezho trevadoù ha frouezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.62

Mammoù a zeuas da ginnig din o bugaligoù a oa klañv. Outo e st[o]kis ar bir, evel m’on bet kelennet ganez, hag o fareañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.68

Na lin, na kudenn neud, na bechenn amann, na vi, na pesk ne vez kinniget dezhe.

1925
Daveenn : BILZ2 p.135

Ur viskinenn a oa karget a heiz evit an Naoned : diouzhtu eo en em ginniget evit bezañ lakaet war ar roll.

1925
Daveenn : BILZ2 p.180

— Dal ! paotr, eme an aotrou. Hag en deus kinniget dezhañ ur pezh a zaou skoed. — Kemer, paotr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.130

Kent kimiadiñ, Daniel Rees a añtreas en ur stal bitrakoù eus ar vro, hag a brenas ur plad koad-faou, merket BARA warnañ, da ginnig din e donezon.

1944
Daveenn : EURW.1 p.128

Dek vloaz goude an dra-mañ, en ur dremen gant ma marc'h-houarn dirak plas Maner-ar-Glesker, ec'h is evit gwelout an den a ginnigas boued ha repu d'an daou vugel.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Goulen a ris digant ur wreg kozh a oa en ti, mar n'he doa ket klevet komz eus daou vugel tec'het diouzh ar golaj, hag a oa bet kinniget dezho lojeiz er maner, pell a oa abaoe.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Dont a reas raktal un hanter dousenn skrivagnerien da ginnig skridoù da Groaz Côtes-du-Nord[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p58

E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.

1944
Daveenn : EURW.1 p65

Me a ginnigas dezho Kevredigezh broadus Breiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p69

Mes pa oant deuet da ginnig o zoaz d’ar baraer, hemañ a lavaras dezho, krenn ha kras : — « N’eus ket a blas ken. »

1944
Daveenn : ATST p.89

E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Hi eo a'n em ginnig dezhañ, an dro-mañ.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Ar breur Arturo a oa an tan en e gig, en e wad, en e benn. Stignet e oa e izili, ken e kinnigent tarzhañ.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Padal, goude studi an enderv, ar breur Alano a voe kemennet dezhañ, war un dro gant un nebeut kloer all, mont d'ar menez, da zourañ, kerkent ha kuzhet an heol, ar gwezigoù pin nevez-plantet, hag a oa o kinnig krazañ gant ar sec'hor.

1949
Daveenn : SIZH p.63

Din-me, ya ! me 'zo bet kinniget din-me Aval Skiant ar Mad hag an Droug.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Met ma buhez pa ginnigan, / Hag hoc'h anv pa vennigan, / Em eus spi, dre Ho madelezh / Hag en desped d'an tri chouant / Am gwarezoc'h diouzh Aerouant / An euzhusañ rouantelezh.

1960
Daveenn : PETO p77

Bep daou viz e vo kinniget deoc'h ur gazetenn nevez

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.6

Kinniget e voe din mont d'ober un esa, ar pezh a roje tu din da gaout ur vicher ma troje an traoù war an tu mat ganin.

1985
Daveenn : DGBD p6

Atav ez eus tu da ginnig d'ar poliser e-tal deoc'h evañ ur banne tomm, pe rannañ un tamm bara pok-ha-pok ganeoc'h, pa grog an obererezh da vezañ hir, kement ha distignañ an traoù un tamm bihan.

2015
Daveenn : DISENT p161

"Emañ mare an herouezadurioù o tostaat," emezañ din. "Soñjet em eus kinnig da anv evit isrenerezh ar Surentez."

2015
Daveenn : EHPEA p21

"Ar surjian Atanasios Korasidis a genlabour gant ho klinikenn?" a c'houlennan outañ goude en em ginnig.

2015
Daveenn : EHPEA p41

Kroget en doa da huchal, o kinnig ma lazhañ.

2015
Daveenn : EHPEA p58

Ma n'oc'h ket bet digabestret e vefet kaset dirak ar prokulor (pe an den a vo en e lec'h) a vo karget da zibab hag enkablet e vefet pe ne vefet ket, war beseurt abeg ha pegoulz e vefet kinniget d'ar barner.

2015
Daveenn : DISENT p172

Kentoc'h evit ur rekipe e kinniger amañ un toullad goulennoù koulz hag un nebeud teknikoù a servijo d'ar stourmerien da vezañ emrenoc'h ha kreñvoc'h a-dal d'o enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial