Dezverkoù all

Stankter implij : 

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

kinniget

1659
Daveenn : LDJM.1 pg offrir (p. offri.)

E-barzh neved Anvalos e vezo gorreet ar bugenoù, ha kinniget d'an doueed e vezint.

1923
Daveenn : SKET p.22-23

Da ziwezhañ, e voe lodennet etre ar saverien werzioù, sonioù ha pezhioù[-]c’hoari brezhonek ur somm a 500 lur kinniget gant an itron Mosher.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

Hi an hini a'n em denn kuit, diwar c'hoari, evit stouiñ warnañ adarre, ouzh e atizañ, ouzh e cherisañ gant he blev war e dal, gant pennoù he divronn reut kinniget d'e vuzelloù, gant he melloù daoulagad oriad, gant holl fiñvoù ur c'horf yac'h, gwevn ha kaer.

1949
Daveenn : SIZH p.52

...Evel-se e tlee bezañ Adam, e Baradoz an Douar, aet e youl digantañ, pa voe kinniget dezhañ gant Eva an Aval berz...

1949
Daveenn : SIZH p.58-59

E meur a ostaleri e stage ar perc’henn da zifretañ ha da stourm ouzh neb a felle dezhañ paeañ e vanne pe ar pred kinniget dezhañ.

1954
Daveenn : VAZA p.156

Kaset e voemp bet damdost d’an tour-tan, ha seniñ a rejomp dibaouez endra m’edo an Impalaer hag ur bern uhelidi o plediñ gant te, gwin ha likur da gas d’an traoñ ar gwestell hag an traoù mat all, met an dro-mañ ’vat ne ziskouezas ket Tad Kozh Fallières bezañ ken brokus hag ar Sultan Abd-el-Aziz, rak netra ne voe kinniget dimp, na zoken ur segalenn, ha koulskoude un naon ki am boa an deiz-se.

1954
Daveenn : VAZA p.186

Er mare-se evel ouzoc’h, ne gleved ket c’hoazh komz eus an « indéfrisable », rak n’o devoa ket itriket ar merc’hed troc’hañ o blev, kaerañ tra koulskoude kinniget dezho gant Doue.

1954
Daveenn : VAZA p.170

Al levr-mañ a zo kinniget d'am gwreg JANED BRANCHEREAU.

1955
Daveenn : VBRU p. dedi

Ofis publik ar brezhoneg