I.
H.g./b.
A.
1. [1699, 1732, 1850, 1867, 1931, 1943, 1985] Red, tizh, nerzh bras zo gant un tolzad dour, aer war zilec'hiañ.
Er goañv e vez kas gant an dour, war an dour, er stêrioù. Peurliesañ e vez kas gant gwagennoù ar mor. An tiez-se zo e-kreiz ar gas : en ul lec'h ma vez kalz a red gant an aer.
[1943] Herrek eo kas an dour. [1985] Da vare ar reverzhioù bras e vez kalz a gas gant an dour.
DHS. kasenn.
2. (db. ar gwad)
Red.
Kas ar gwad er gwazied.
3. (db. obererezh an dud)
Tizh.
Kerzhet gant kalz a gas.
&
Lakaat kas en udb. : lakaat tizh ennañ.
Lakaat kas war e gorf : en em zifretañ.
Reiñ kas da udb. : reiñ lañs d'an dra-se.
B. Dre ast. (db. an dud)
1. Birvilh, mesk.
Kas, kas-digas zo en ti-mañ.
2. Trl.
Mont er gas : mont kuit buan, tec'hel.
Aet eo er gas.
&
Bezañ kas war-lerc'h ub. : bezañ tud o redek da vat war e lerc'h, o klask e herzel.
&
(db. ar glañvourien)
Kas zo warnañ : gwasket eo gant ur boan, ur c'hleñved bnk.
C. Trl., dre ast. (db. an traoù)
1. (db. al louzeier)
Ober kas : bezañ efedus evit skarzhañ ar bouzelloù.
2. (db. ar marc'hadourezhioù)
Bezañ kas war udb. : bezañ klask warnañ.
Kas zo war an ed.
&
Mont, kouezhañ, treiñ e kas : mont da netra.
Aet eo an enklask e kas.
[1925] Met o divhar, laosk ha blank dindane, ne vezent ket evit o dougen, ha peurliesañ ar piladegoù, ar c’hannadegoù a droe en kas.
II.
G.
A. (db. an traoù)
1. Fizik
Kementad danvez a zilec'h dre unanenn amzer.
Kas ur gaz en ur gorzenn.
2. Armerzh
Kas kevalaoù : dilec'hiadenn kevalaoù a dreuzdouger eus an eil lec'h d'egile, eus an eil bro d'eben.
B. (db. an dud)
1. Pennad amzer ma vez birvilh, mesk, ma vezer strafuilhet gant udb.
En ur c'has bras emañ.
2. Oberiadenn kas udb.
Dimezet eo bet dre ur c'has lizhiri.
Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus.
Eur bleiz, deut e eskern er meaz euz he groc'hen, o veza ma veze ar c'has oc'h hen diarbenn, a gavaz, war e hent, eunn horden-gi nerzuz, lard-toaz ha flour he ler, ki distaill gallouduz.
1867
Référence :
MGK
p7
A-walc’h e oa gant ar c’has lakaet en dour dre o lostoù d’ober d’ar c’hokedig treiñ war e c’henou.
A-walc’h e oa gand ar c’has lakaet en dour dre o lostou d’ober d’ar c’hokedig trei war e c’henou.
1923
Référence :
SKET
p.110
Kas a zo eno war an dour, un euzh her gwelout ! Ha kilredennoù dreist da gement a oufes krediñ.
Kas a zo eno war an dour, eun euz her gwelout ! Ha kilredennou dreist da gement a oufes kredi.
1924
Référence :
SKET.II
p.41
Herr bras a sav war gas an dour.
1924
Référence :
SKET.II
p.48
— Bremañ, paotr kaezh, eme Bipi an Drask, ar sent-se a zo kouezhet e kas : marv int marteze !…
— Breman, pôtr kêz, eme Bipi an Drask, ar zent-ze a zo koueet e kas : maro int marteze !…
1925
Référence :
BILZ2
p.134
Met o divhar, laosk ha blank dindane, ne vezent ket evit o dougen, ha peurliesañ ar piladegoù, ar c’hannadegoù a droe en kas.
Met o diouhar, laosk ha blank dindane, ne vijent ket evit o dougen, ha peurliesa ar piladegou, ar c’hannadegou a droe en kas.
1925
Référence :
BILZ2
p.123
kas ar gwazhied
kas ar gwazied
1931
Référence :
VALL
pg battement
kas-degas
kas-digas
1931
Référence :
VALL
pg agitation
Bez' e c'hell , e gwirionez, ur stêr stummañ a-wechoù seurt toulloù en he zalweg mard eo strizh an draonienn hag herrek kas an dour; en ur droiellat e teu hemañ alies da gleuzañ kevioù damgelc'hiek, heñvel a-walc'h ouzh kaoterioù.
1943
Référence :
TNKN
p21
Hiriv, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu ur vilin, me o blein, / Ur vilin-dour, en ul lec'h kuzh, / A gerzh en-dro gant kas ur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'en diskarañ.
Hirio, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu eur vilin, me o blein, / Eur vilin-dour, en eul lec'h kuz, / A gerz en-dro gant kas eur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'hen diskara.
1960
Référence :
PETO
p60
Da vare ar reverzhioù bras e vez kalz a gas gant an dour o vont hag o tont en aberioù strizh-se, dreist-holl ma kaver alies a-walc'h gwir ledanoù en a-dreñv.