Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g./b. A. 1. [1699, 1732, 1850, 1867, 1931, 1943, 1985] Red, tizh, nerzh bras zo gant un tolzad dour, aer war zilec'hiañ. Er goañv e vez kas gant an dour, war an dour, er stêrioù. Peurliesañ e vez kas gant gwagennoù ar mor. An tiez-se zo e-kreiz ar gas : en ul lec'h ma vez kalz a red gant an aer. [1943] Herrek eo kas an dour. [1985] Da vare ar reverzhioù bras e vez kalz a gas gant an dour. DHS. kasenn. 2. (db. ar gwad) Red. Kas ar gwad er gwazied. 3. (db. obererezh an dud) Tizh. Kerzhet gant kalz a gas. & Lakaat kas en udb. : lakaat tizh ennañ. Lakaat kas war e gorf : en em zifretañ. Reiñ kas da udb. : reiñ lañs d'an dra-se. B. Dre ast. (db. an dud) 1. Birvilh, mesk. Kas, kas-digas zo en ti-mañ. 2. Trl. Mont er gas : mont kuit buan, tec'hel. Aet eo er gas. & Bezañ kas war-lerc'h ub. : bezañ tud o redek da vat war e lerc'h, o klask e herzel. & (db. ar glañvourien) Kas zo warnañ : gwasket eo gant ur boan, ur c'hleñved bnk. C. Trl., dre ast. (db. an traoù) 1. (db. al louzeier) Ober kas : bezañ efedus evit skarzhañ ar bouzelloù. 2. (db. ar marc'hadourezhioù) Bezañ kas war udb. : bezañ klask warnañ. Kas zo war an ed. & Mont, kouezhañ, treiñ e kas : mont da netra. Aet eo an enklask e kas. [1925] Met o divhar, laosk ha blank dindane, ne vezent ket evit o dougen, ha peurliesañ ar piladegoù, ar c’hannadegoù a droe en kas. II. G. A. (db. an traoù) 1. Fizik Kementad danvez a zilec'h dre unanenn amzer. Kas ur gaz en ur gorzenn. 2. Armerzh Kas kevalaoù : dilec'hiadenn kevalaoù a dreuzdouger eus an eil lec'h d'egile, eus an eil bro d'eben. B. (db. an dud) 1. Pennad amzer ma vez birvilh, mesk, ma vezer strafuilhet gant udb. En ur c'has bras emañ. 2. Oberiadenn kas udb. Dimezet eo bet dre ur c'has lizhiri.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

kas

1699
Daveenn : Har. pg kas (rapidité)

kas

1732
Daveenn : GReg pg agitation

kas get nerzh

1732
Daveenn : GReg pg agitation

kas

1732
Daveenn : GReg pg envoi (action d'envoïer)

kas gwazhienn ar meud

1732
Daveenn : GReg pg batement (de pouls)

kas er gwazhied

1732
Daveenn : GReg pg batement (de pouls)

kemer kas war e gorf, evit dont a-benn eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg (se) demener (se tremousser pour faire réüssir quelque affaire)

kas ha digas

1732
Daveenn : GReg pg envoi (& renvoi, tracas)

En ur c'has ar brasañ emañ.

1850
Daveenn : GON.II pg kâs (Il est dans la plus grande agitation).

Gant kalz a gas e valee.

1850
Daveenn : GON.II pg kâs (Il marchait avec beaucoup de rapidité).

kas

1850
Daveenn : GON.II pg kâs (Mouvement. Agitation. Rapidité. Erre. Envoi).

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus.

1867
Daveenn : MGK p7

A-walc’h e oa gant ar c’has lakaet en dour dre o lostoù d’ober d’ar c’hokedig treiñ war e c’henou.

1923
Daveenn : SKET p.110

Kas a zo eno war an dour, un euzh her gwelout ! Ha kilredennoù dreist da gement a oufes krediñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.41

Herr bras a sav war gas an dour.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

— Bremañ, paotr kaezh, eme Bipi an Drask, ar sent-se a zo kouezhet e kas : marv int marteze !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.134

Met o divhar, laosk ha blank dindane, ne vezent ket evit o dougen, ha peurliesañ ar piladegoù, ar c’hannadegoù a droe en kas.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

kas ar gwazhied

1931
Daveenn : VALL pg battement

kas-degas

1931
Daveenn : VALL pg agitation

Bez' e c'hell , e gwirionez, ur stêr stummañ a-wechoù seurt toulloù en he zalweg mard eo strizh an draonienn hag herrek kas an dour; en ur droiellat e teu hemañ alies da gleuzañ kevioù damgelc'hiek, heñvel a-walc'h ouzh kaoterioù.

1943
Daveenn : TNKN p21

Hiriv, dre heñchoù leun a fank, / Karroñchoù don, lanneier frank, / A-dreuz ar pri, a-dreuz ar vein, / War-zu ur vilin, me o blein, / Ur vilin-dour, en ul lec'h kuzh, / A gerzh en-dro gant kas ur skluz, / Ma aozer enni, 'vit mab-den, / E-lec'h bleud flour, poultr kras hepken, / E-lec'h bleud gwenn d'ober bara, / Hini du-pod d'en diskarañ.

1960
Daveenn : PETO p60

Da vare ar reverzhioù bras e vez kalz a gas gant an dour o vont hag o tont en aberioù strizh-se, dreist-holl ma kaver alies a-walc'h gwir ledanoù en a-dreñv.

1985
Daveenn : DGBD p58

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial