Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joe a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.
M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.
kas
kaset
Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.
Ur wech ma o doa klevet an hent da vont da Sant-A[l]bin, o doa klevet ar pezh a glaskent, ha ne voent ket dievezh a-walc’h evit disklêriañ da zen ar pezh a yoa en o spered, rak mar o divije lavaret o doa c’hoant da vont da Sant-A[l]bin, dek den el lec’h unan a vije kavet da vont d’ar red da gas kemenn d’ar venec’h.
Evel ma’z oa anavezet ha brudet-mat dre ar vro, e kavas, e parrez Porspoder, daou zen a galon evit esa her c’has da Vro-Saoz, en u[l] lakaat o buhez hag o danvez e riskl evitañ, rak ma vijent paket, n’o doa nemet ar marv da c’hortoz ; o madoù a vije aet gant ar republik, pe, evel [e] lavared neuze, gant an "nasion", hag o gwragez hag o bugale o divije ranket mont da glask o boued dre an hentoù.
Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re vev, ra stlapo e gorf e kondonioù an douar, ra wano anezhañ, ennañ e-unan kerkoulz hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinvioù, en e barkoù, en e bradoù, en e goadoù hag en e zourioù !
kas
kasas
kas kemenn
kas da netra
kas da get
kas da benn
kas da belloc'h
lez da gas !
da belec'h e kas an hent-mañ?
kas
Gouzout a rit, Lom, a lavare dezhañ e c’hoarezed, Herri Karreg-al-Louarn en doa ur mignon kozh e Kervetouz ["Kerveatouz"]; perak n’eo ket aet ar mignon kozh-se da gas ar c’heloù trist da Vari ?
Ar vedisined, Job, n’int mat nemet da gas ar gristenion d’ar vered a-raok m’eo deuet an eur merket dezho gant an Aotrou Doue.
Va lennerion ger, ne gasin ket ac’hanoc’h betek goueled ar puñs, kenkas ["ken kaz"] e chomfe unan bennak etre dent an diaoul mut.
Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan : — « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? » — « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »
« O ! me a zo bet martolod, e Brest, » emezañ, « ha va micher eno a oa kas an ofiserion eus al lestr d’ar c’hae gant ur vagig heñvel ouzh hoc’h hini. »
Kement-se holl a gase kuit an nec'hamant mes pa oa tremenet ar porrastell ha ni deut e-barzh porzh ar golaj, a oa leun a weturioù evel hon hini, a vammoù gant bep seurt koefoù, a baotred a bep seurt mentoù, neuze un hirvoud a savas d'am fenn, ha me da lavarout d'am mamm : — « Me ne chomin ket amañ... Deomp d'ar gêr war hor c'hiz ».
- Du-mañ ivez, ez eus biniawoù, eme ar breur Arturo, heñvel mat o son ouzh hini ar gaita. Nemet sartoc'h int, ha lakaat a reont Breizhiz da gas ar jabadao en-dro...
'M eus aon e oa echu ganit tañva blaz « garbanzos » (fav ruz) Kastilha-Gozh, hag e vijez bet kaset da zebriñ yod-silet e ti da vamm. Brrr !...
N'on bet nemet ur wech e kêr, hag e voe evit kas d'ar vered un Aotrou « Cura » kozh, a oa deut da vervel en hor manati.
Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari. Bet en doa hemañ a-walc'h diouzhtu, ha kaset en doa al loen, pinous, d'e loñch.
Kaset he devoa beg he bizied mistr divaneget d'he muzelloù, hag o astennet davetañ goude-se, prim.
- Va galvedigezh, dimezell ! Me 'zo va youl galonekañ bezañ beleg Doue ha manac'h. Mar don [sic "Mard on"] harluet amañ, keit-all, gant kalzig [kalzik] eus va c'henvroiz, eo peogwir eo bet kaset kuit diouzh Bro-C'hall, da heul ul lezenn disakr, an holl Urzhioù Relijiel.
–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !
Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.
- Mignon yaouank, emezi, pegoulz e vezoc'h dieub ? Petra a rit gant hoc'h amzer ? - O ! Ouzhpenn skubañ ha diboultrennañ ! Kas a ran da benn studioù a-bouez-bras.
Meur a wech e teuas he fried hag he mamm d’he bete : « Arsa Doue, Ann-Mari, emezo, paouez, ha deus d’ar gêr da ziskuizhañ ul lajadig da vihanañ ; anez-se, biken ne vi evit kas da benn da labour ». – « Grin, emezi, grin, ha pa rankfen mervel amañ war an taol ! »
Kaset e voe raktal un den da Landreger da di ar mezeg, met ne deurvezas ket an Aotrou Gwezenneg dont da Briel : « Ur gwall zevezh am eus bet, emezañ, faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze… ha neuze ne dalv ken ar boan ».
Soñj hoc’h eus emichañs eus ar c’hloareg diveleget-se na baoueze ket da gas kuit ar venec’h, d’argasiñ al leanezed, da renabliñ madoù an ilizoù, ha d’itrikañ taolioù ken kaer all.
E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.
Dre-se, adal ma voen re vras da vont davet al leanezed, den nemeti ne gelennas he faotrig kent na voe poent e gas war du kloerdi Landreger.
Eveljust [sic, Evel-just], ne oa ket Soaz Sapeur evit kas he filhor da stoupañ [sic, stoupa] pa c’houlenne diganti tra pe dra, ha gant ma ouien ober cher dezhi, prenañ a rae a c’hrad-vat [a-c’hrad-vat] c’hoarielloù a gouste e tu-hont d’ur real ‘met pevar gwenneg, da skouer ur wareg gant ur c’hlaouier-biroù da vont e giz ar Voc’hikaned all da ziboufañ kizhier-lins, moc’h-gouez Amerika pe girvi-meur el lanneier war-dro Krec’h Eliez.
Un hanter-c’hoar d’am zad a oa neuze leanez Sant Visant a Baol e kêr Denain, kas a rae dimp div pe deir gwech er bloaz pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt [...].
Heug am eus betek-hen diouzh ur boultrenn villiget am beze da gas d’an traoñ bep beure war yun gant ur veskennad Valaga ; abaoe, n’on ket zoken evit klevout komz eus an evaj-se. (1)
Setu penaos e voe bet divizet va c’has d’ar skolaj.
Evel just e oa ur rummadig morianed brizhdesket, dreist-holl e karter Glass, kenteliet gant al "Ligue des Droits de l'Homme" ha ne ehane ket da gas klemm war glemm dezhañ.
Hor c'has a reer goude dre balez ar Sultan, ha goude treuzet al liorzhoù dispar, setu ma hol lakaer da ober tro kêr adarre ; e-touez an tiez bras uhel ha gwenn e c'heller c'hoazh gwelout tachennadoù goullo o reiñ da anaout ne deo ket c'hoazh echu al labour sevel.
Neuze e vez kinniget ur sintezenn gant an den a gas an emvod.
En em zizober eus an traoù deuet diezhomm ha kas d'an dielldi kreiz kement teuliad bet klozet.
Arabat bezañ hegredik pa gaser seurt taolioù da benn: evel ma lâre Martin Luther King, "Un touell eo soñjal e teuy ar justis da ren a-drugarez d'ar vuhezegezh ha d'an nerzh kendrec'hiñ an dud. [...]"
Ar fed ma santer ivez e vez graet un dra fetis, ha pa vefe dister an dra-se, ar fed da gas an traoù war-raok ha sikour da zistabilaat enebourien hon dije kredet hollc'halloudus...
Ul liorzher a zo o tourañ ar roz. [...] Serriñ a ra war an dour hag hon c'has war e lerc'h.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kas