strafuilhus
Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.
Ne deo ket ma skrid, eta, un ober istorek, nemet hepken, avat, ur varzhoneg strafuilhus, o klask danevelliñ reuzeudigezh ene mab-den hag e strivoù d'en em zasprenañ. Er savet em eus, koulskoude, gant ar menoz e talvezo da ziduiñ ma c'henvroiz hag en embann a ran a-greiz-kalon hag evel ma lâr Tangi Malmanche, En enor da Zoue hag en enor d'am Bro.
[...] bep mintin, pa vezent o vont eus ar Wilmersdorfer Feldmark a-hed an Tiergarten e-biou o lojeiz kozh ha pa savent o selloù war-zu ar vañsardenn vistr, ec'h analent frankoc'h o soñjal en devezhioù kent hag a oa bet ken kriz ha strafuilhus.
Mots précédents
Mots suivants
stragon