adstêr
Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.
adstêr
Adstêrioù ar fiordoù, a-hend-all, a gouez enno alies dre lammoù-dour istribilhet meur a gant metr a-zioc'h ar fiord.
Ha pa savan diouzh ar mintin hon eus kuitaet ar Rembo evit mont en un adstêr dezhañ, ar Mbari, don ha geotek, ken geotek m'hon eus a-wechoù bec'h o tremen.