Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1923, 1931, 1943, 1985] Gwazh, stêr, a zinaou he dour en un dourredenn all brasoc'h egeti. [1943] Adstêrioù ar fjordoù. [1985] Kuitaet hon eus ar Rembo evit mont en un adstêr dezhañ. Un adstêr d'al Liger eo an Erzh. & [1931] Eil adstêr : Adstêr d'un adstêr.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

adstêr

1923
Daveenn : SKET p.154, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "affluent".

Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.

1923
Daveenn : SKET p.13

adstêr

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

eil adstêr

1931
Daveenn : VALL pg (sous-)affluent

adstêr

1931
Daveenn : VALL pg affluent

adstêrioù

1931
Daveenn : VALL pg affluent, bassin

Adstêrioù ar fiordoù, a-hend-all, a gouez enno alies dre lammoù-dour istribilhet meur a gant metr a-zioc'h ar fiord.

1943
Daveenn : TNKN p41

Ha pa savan diouzh ar mintin hon eus kuitaet ar Rembo evit mont en un adstêr dezhañ, ar Mbari, don ha geotek, ken geotek m'hon eus a-wechoù bec'h o tremen.

1985
Daveenn : DGBD p34

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial