ur berad dour
Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi o lavaret "Ur c'haner eo" ! Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh. Ar pintig paour ne gave tamm na berad dour, e zaou bodig goullo atav, un deiz e voe kavet marv, marv gant naon en ur ganañ
« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »
berad
Herri ne gomprene berad ebet er pezh a c’hoarveze.
— « Pa lavaran deoc’h ne welan berad ebet. Mes klevout a ran trouz adarre. »
« Klevout a ran… klevout a ran… feiz ! n’ouzon ket petra a glevan. Klevout a ran trouz en drez, trouz en delioù sec’h, ha, koulskoude, n’eus ket, e beg ar gwez, ur berad avel. »
Daoust ma ne oa bet berad glav ebet pemzektez a oa e voe c'hoazh ur veaj diaes mont betek Ndwaniañ, ar geriadenn a oa diazezet ar burev enni ur miz a oa.
Kontañ a reas un nebeud beradoù eus an dourenn ruz
Mots précédents
Mots suivants
beradañ