Eno, an tren a zaleas ur pennadig, ha setu me da sellout dre ar prenestr ha peuzkerkent, e welis adarre un den gwisket pimpatrom ouzh an hini a youc'has en Arles : "Les voyageurs pour Marseille!..." Diarvar eo, emezon-me din va-unan, diarvar eo, paotred o c'halabousennoù delioù derv a zo breudeur pe kendirvi-kompez, pa'z eo gwir ez int heñvelwisket o-daou !
Rak disoñjet em eus da lavarout deoc’h e oant o-daou, Job ha Lom, kendirvi[-]kompez.
Evitañ da vezañ eus ar C’hreisteiz ha kenderv-kompez ar « Prezidant » Fallières, douget a-walc’h e oa hon eskob da gement tra a selle ouzh Breizh ; desket en devoa zoken geriennoù brezhonek ha plijout a rae dezhañ o distagañ an aliesañ m’helle, daoust ha ma tiflipe digantañ a-wechoù traoù fentus-meurbet.
Mots précédents
Mots suivants
kendestenn