« Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh.
— « N’ouzon ket… n’ouzon ket… va zudoù kaezh !… Ma n’eo ket an diaoul e-unan ? » Dao ! Satanaz an hini e oa ! Satanazet e oa an ti.
« Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh.
An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.
Er bloaz eil-diwezhañ, bloavezh ar « rhétorique », hervez ma veze graet diouti, kaer am boa strivañ da vont da bokat d’am mamm-gozh, diouzh ar c’hiz a rene er mare-se, n’hellan ket lemel troad a-ziwar al leur-c’hoari gant an alies ma veze huchet va anv : 1er Prix de Dissertation Française : Charles Trémel. 2e Prix de vers Latins : Jarl gaezh adarre [...].
Da serr-noz, hervez ’gleven, e rae meur a foeter-bro un tammig reorad, met war a gredan, nag an Aotrou Doue, na sant Erwan venniget ne selle re verr an naontek a viz Mae ouzh levenez druezus an dud kaezh-se…
Ra glevo da virviken Yann gaezh, Mabig ar Remon ha Yann ar Minouz, du-hont, e baradoz an dud didro, kleier ha violoñsoù an eürusted beurdadus [sic, peurbadus] !
Brav-bravik e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-henn, kaer am [sic] eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Gallet am bije lavarout d’ar vaouez-se : «Allas, Itron gaezh, n’eo ket diouzh he ment, na moarvat diouzh he fri, e wez prenet ur wiz ! »
Piv a lavaro deomp petra zo c'hoarvezet e penn hon evnig kaezh ?
Adalek div eur d'abardaez [sic] en em gave tamm ha tamm an dud, kozh ha yaouank, war alezioù Lok Maria, e-tal ar palez, en tu all d'an dour, skrivet bras warnañ : « Palais de Justice », gant e golonennoù uhel hag e doenn bik, meurdezus (!) pe bounner kentoc’h, e-giz ma tere d’ar justis evit derc’hel urzh vat ar re bras [sic] war an dud vunut, an tudoù kaezh.
An dud keizh a vez alies ken spontet gant unan eus ar barradoù-se ma ne gredont mui mont o-unan war ar mor.
A, Itron gaezh, ha c'hwi ker mat, n'eo tra, tra ebet... A, Itron gaezh, c'hwi 'zo... Ken kaezhiget a fell dit lavarout. Ya Christel, evel-se on. Hogen bezañ kaezhiget ne dalv ket bezañ eürus.
Ha dilezel a rafes, merc'hig kaezh, ul labour stabil en amaezh foran evit en em abilañ da zigeriñ da guzulva dit-te?
Mots précédents
Mots suivants
kaezh