Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1659, 1867, 1985] Paour, reuzeudik. Kaezh a-walc'h eo abaoe ar c'houlz-se. Ar c'haezh den, ar c'haezh tud. Ar bugel kaezh, ar vugale gaezh. Ur paour kaezh, peorien gaezh. Ur c'haezh vaouez. Ar c'haezh verzherien. [1985] An dud keizh. DHS. ezhommek. ES. pinvidik. & Ma c'halon gaezh : ma c'halon baour. 2. Dre ast. A laka an den da gaout truez outañ. Piv a ray war-dro ar vugale gaezh-se ? Al loen kaezh n'en doa netra da zebriñ. [1944] « Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh. DHS. reuzeudik. 3. [1850] Karet, muiañ-karet. Deuit amañ ma mab kaezh. Petra a c'hallan ober evit ho skoazellan ma breudeur gaezh ? [1850] Va zad kaezh. [1944] A pebezh pred, ma zud kaezh !... EVEZH. : kemm. blot. m/v, b/v e deroù an anvioù unan benel hag e deroù an anvioù tud gourel lies a lakaer goude kaezh.

Skouerioù istorel : 
58
Kuzhat roll ar skouerioù

kaezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg miserable

kaezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quaez

En deiz eus ar Varn diwezhañ, / Ma renkimp-holl komparisañ, / Ma sikourit dre garantez, / Advokadez d'ar pec'her kaezh.

1677
Daveenn : Do. p70

va mab kaezh ; kalz a goustit din

1732
Daveenn : GReg pg (mon) cher (fils ; vous me coûtez bien)

paourez

1732
Daveenn : GReg pg chetif (pauvre & miserable)

kaez

1732
Daveenn : GReg pg cher (aimé tendrement)

un dalif kaezh

1732
Daveenn : GReg pg enfant (posthume)

hon breudeur keizh faziet

1732
Daveenn : GReg pg (nos pauvres freres) errans (parlant des heretiques)

An Hugunoded a zo hon breuzdeur keizh faziet, siwazh dezho.

1732
Daveenn : GReg pg frere (Les Heretiques sont nos pauvres freres errants.)

kaezh

1732
Daveenn : GReg pg cher (aimé tendrement)

kaezh

1732
Daveenn : GReg pg cher (aimé tendrement)

va mabig kaezh

1850
Daveenn : GON.II p.22, livre premier, "mon cher petit fils".

va mammig kaezh

1850
Daveenn : GON.II p.22, livre premier, "ma chère petite maman".

va zadig kaezh

1850
Daveenn : GON.II p.22, livre premier, "mon cher petit père".

kaezh

1850
Daveenn : GON.II pg kéaz (Misérable. Malheureux. Qui est dans la misère, dans la souffrance. Gueux, qui est réduit à mendier. Mendiant. Indigent), kér, kez, reûzeûdik

Kaezh a-walc'h eo abaoe neuze.

1850
Daveenn : GON.II pg kéaz (Il est assez misérable depuis cette époque).

kaezh

1850
Daveenn : GON.II pg kéaz, kez (Misérable. Malheureux. Qui est dans la misère, dans la souffrance. Gueux, qui est réduit à mendier. Mendiant. Indigent. "kéaz" est aussi un terme d'affection, et il s'emploie dans le sens de "cher", "chéri").

va zad kaezh

1850
Daveenn : GON.II pg kéaz

Roit un tamm bara d'un tad kaezh.

1850
Daveenn : GON.II p.59, "Donnez un morceau de pain à un père malheureux".

va merc'hedigoù geizh

1850
Daveenn : GON.II p.22, livre premier, "mes chères petites filles".

Ur c'hoziad kaezh eo

1850
Daveenn : GON.II pg kôziad

va breudeurigoù geizh

1850
Daveenn : GON.II p.22, livre premier, "mes chers petits frères".

va maboùigoù geizh

1850
Daveenn : GON.II p.22, livre premier, "mes chers petits fils".

— « Petra vir, aotrou kaezh ? Kement den zo er vro / A gred hag a lavar / Ec'h ouzoc'h re a draoù evit labourat douar. »

1867
Daveenn : MGK p90

Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, e rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon.

1867
Daveenn : MGK p8

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet

1867
Daveenn : MGK p22

Dezhi [d'ar garantez] omp heñvel holl : hag al laouenanig, / Ho preur-c'hwi, peorien geizh, dister ha bihanik, / Zo kement dirazi ha roue brasañ ar bed ; / Eñ ha c'hwi zo gant Doue gwelloc'h zoken karet.

1867
Daveenn : MGK p119

O klevet e c'hervel, e kredas an Ankoù / E vije an den kaezh[,] / Pa deuje[,] laouen-bras.

1867
Daveenn : MGK p66

Ho mammoù keizh, petra rafent / Ho tioueret-c'hwi ma rankfent ?

1867
Daveenn : MGK p110

Mont a rae a-hed an hent en ur jilgammat ; bep paz a rae, ez ae war he fenn, ar baourez kaezh, hag, anez he bazh, pell a yoa e vije kouezhet d’an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.193

Mes mennozh an dud kaezh-se n’oa ket mennozh Doue.

1877
Daveenn : EKG.I. p.35-36

Ar goueriaded keizh a yae dinec’h ; ne sellent ket en-dro dezho ; o c’halon hag o spered a save war-zu an eñv gant o fedenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.166

Ac'hanta paotr kaezh !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

D’an traoñ, Jañ Glaudadig a roas dezhañ un taol troad en e reor ken reut, ken a gavas, ar paotr kaezh, a-dra-sur, e oa savet dezhañ divaskell.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

— O va fried, va fried paour, va fried kaezh !… Truez, va Doue !… Truez !… a zamante Izabel, he bugaligoù en-dro dezhi o ouelañ. Truez, va Doue !… evit va fevar bugelig, va fevar bugelig emzivad !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Mad[a]len skuizh, ar baourez kaezh, morgousket harp eus [ouzh] skoaz he breur, ne wele ha ne gleve netra.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

Paotr kaezh, ne vi ket ur martolod, ken m'ho po graet ur veaj e mor ar Su, hag e bourzh un teir-gwern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Ha sed an naer vras o tigeriñ he geol glaourek ha dantek, hag o tigorvigelliñ he c'helc'hioù gweadennek ha skantek, hag o tapañ al loenig kaezh etre kef ar wezenn ha hi en ur sutal.

1929
Daveenn : SVBV p.19

A ! ma zud keizh, pebezh todilhon an noz-se er C'hapron-Bihan-Ruz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Daveenn : EURW.1 p31

« Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh.

1944
Daveenn : ATST p.117

Anastazi a oa dousoc'h he c'halon : – « Deuit amañ ouzh taol, bugaligoù keizh, emezi, da zebriñ ur bannac'h soubenn, hag un tamm kig-sall ».

1944
Daveenn : EURW.1 p38

— « N’ouzon ket… n’ouzon ket… va zudoù kaezh !… Ma n’eo ket an diaoul e-unan ? » Dao ! Satanaz an hini e oa ! Satanazet e oa an ti.

1944
Daveenn : ATST p.82

A pebezh pred, ma zud kaezh !...

1944
Daveenn : EURW.1 p.119

Petra bennak ma oa sempl e yec’hed, e rae goap eus ar roerien-alioù, ha ne asante ket diouerout eus ar pezh a vad en deus krouet an Aotrou Doue, emezañ, evit ober plijadur d’an dud kaezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.173

« Petra ober ? Mont pe chom hep mont ? » a soñje ar marichal kaezh.

1944
Daveenn : ATST p.117

Me, ma eur sevel a zo dek eur, gouezit se, ma mignon kaezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p80

An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Lies gwech o deveus gouelet / Ma daoulagad keizh o welet / 'Maon el lagenn, don er goueled.

1960
Daveenn : PETO p39

Dibennet eo ar roue kaezh, / An dispac'herien zo o ren ; / Er c'hêrioù koulz ha war ar maez, / Tud lik ha kloer, an holl a gren.

1960
Daveenn : PETO p28

Gwerc'hez ! Hiriv an deiz, ne gouezh griñsenn er pod. / N'eo ket dre lontegezh, ar pec'hed kapital, / E vo lakaet kablus tud keizh ar presbital.

1960
Daveenn : PETO p33

Deomp-ni, ma Jezuz, maerioù kaezh, / 'N em geitañ mat ne vo ket aes, / ' Touez kement all a lezennoù, / A urzhioù strizh, a gemennoù.

1960
Daveenn : PETO p11

Alies eno, leun a zoan ; / E kleven kontañ, goude koan, / Al lazhadeier, muntroù dall, / An distruj kriz, an tanioù-gwall / A strew didruez chas ar preizh / E-touez hon tud, hor broiz keizh.

1960
Daveenn : PETO p60

Adalek div eur d'abardaez [sic] en em gave tamm ha tamm an dud, kozh ha yaouank, war alezioù Lok Maria, e-tal ar palez, en tu all d'an dour, skrivet bras warnañ : « Palais de Justice », gant e golonennoù uhel hag e doenn bik, meurdezus (!) pe bounner kentoc’h, e-giz ma tere d’ar justis evit derc’hel urzh vat ar re bras [sic] war an dud vunut, an tudoù kaezh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Piv a lavaro deomp petra zo c'hoarvezet e penn hon evnig kaezh ?

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

An dud keizh a vez alies ken spontet gant unan eus ar barradoù-se ma ne gredont mui mont o-unan war ar mor.

1985
Daveenn : DGBD p85

A, Itron gaezh, ha c'hwi ker mat, n'eo tra, tra ebet... A, Itron gaezh, c'hwi 'zo... Ken kaezhiget a fell dit lavarout. Ya Christel, evel-se on. Hogen bezañ kaezhiget ne dalv ket bezañ eürus.

2012
Daveenn : ADULT p. 146

Ha dilezel a rafes, merc'hig kaezh, ul labour stabil en amaezh foran evit en em abilañ da zigeriñ da guzulva dit-te?

2015
Daveenn : EHPEA p381

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial