« Ma vez paet d'e [ar bleiz] lazhañ un toullad lakizien, / Traoù fall ha didalvez, mat da strinkañ bouilhenn, / D'ober droug d'al loened, en ur goll o amzer[,] / N'ho peus nemet selaou pa leñvo mab kouer, / Hag e klevoc'h ober aon dezhañ rak ar bleiz ; / Ha kement-se, va Doue ! C'hwi a wel poanioù ar geizh ! / Evit ur c'hi, ur c'hagn pe ur c'hozh azen brein / Am beus gallet da gaout, pe d'am c'hoan, pe d'am lein. »
Graet e voe ’ta an taol war vourzh, ha kavet e voe e bouzellenn ar paour kaezh un tammig pluskenn eus pikoloù rezin Las Palmas.
Adal ma felle d’ur c’hrouadur grignouzat pe ober diouzh e benn e-unan, e kleve diouzhtu digant e vamm : « Sellit ’ta, erru eo Kanaam a bako ac’hanoc’h en e sac’h ! » ha diwar neuze den ne veze furoc’h eget ar c’haezh bihan-se.
Nasion, gast a blac'h, Dre c'hilhotin pe vac'h, D'ar c'hêz [kaezh] harluad ne ri nac'h Kelenn Jezuz d'an dud.