Télécharger les mots parents a-bell-da-bell a-bell-e-pell pell
tud, c'hwi holl en em gar, Breizhiz eus a bep bro, en em garit bepred, na vezit ket hedro ! E liorzh ar bed poanius, boked ar garantez a vez, seul vui eo kozh, kaeroc'h-kaerañ bemdez. En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal. Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro ha kement zo enni : reier, brug ha derv, me zo gwelloc'h ganin gwelet an heol e Breizh, klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, ma ve ret din eno mougañ ar garantez a zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.
Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.
Marteze e kav deoc’h n’em eus graet, betek-henn, nemet lavaret gevier en ur zisklêriañ deoc’h an traoù diskiant ha kriz a rae ar republikaned en eskopti Treger, rak lavaret a reot din : Mard eo brav kontañ gevier pa deuer a-bell, eo ker brav kontañ gevier diwar-benn ar pezh zo c’hoarvezet a-bell zo.
Pa en em gavis dirak Maner al Liorzhoù, e oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gav din. A-raok diskenn eus ar park en hent, ec’h en em harpis ouc’h ar c’hleuz a-zindan ur skourr lann ; chom a ris hep tennañ va alan, astenn a ris va skouarn da selaou ha me a glevje un dra bennak a-bell pe a-dost.
Dimp da welout a-bell e oa Abd-el-Aziz ur gwaz yaouank a-walc’h, war-dro tregont vloaz, met ur c’hof braoued anezhañ, dre ma ’z oa gwisket Doue ’oar gant pet ha pet sae lien ha seiz gwenn, hag o vezañ ma veze hanter ledet e gorf war ur bern torchennoù, tennet en divije d’ur wreg dougerez dare da wilioudiñ panevet d’ar varvenn du-peg ha rodellek a laoske da ziwan en-dro d’e zremm morlivet.
Paour kaezh Abd-el-Aziz ! er bloaz warlerc’h e kac’has e varc’h ouzh e garr ; trec’het e voe e soudarded gant e vreur Moulay-Hafid, hag eñ, diskaret a-ziwar ar bern torchennoù a dalve dezhañ da gador-veur, kollet gantañ karg ha galloud, a voe kaset da choukañ gant e berrokidi [berokidi], e daboulinoù hag e holl wragez, koant pe diforc’h, n’hor boa ket kavet pleg da welout nag a-bell nag a-dost.
Kalz plijusoc’h eo ar gêr-se eus a-bell eget eus a-dost, ha skuizhus-tre e veze bale dre he straedoù digompez, dalc’hmat o vont war ribin ha diribin, ken ma krede din a-wechoù bezañ o c’haloupat e Montroulez.
Hag e gwirionez ez eo a bell 'zo techet ar Vretoned da vezañ taer war ar c'hafe
Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !
Deuet eo a bell zo, hag a vloaz da vloaz, En deus palatet, Piv 'oar pet kantved, A vazout e toaz.
Ar pelikan gwenn a weler ken stank er plegoù-mor ar Gabon a zo unan eus an evned kaerañ a oufed gwelout, ken kaer, pe dost, war an dour hag an alarc'h e-unan. A-dost, sur, e kaver e vez un tamm disneuz gant e bikol beg; a-bell avat, pa vez pleget gantañ war e vruched, ne vez ket gwelet ar mank-se.
Deuet eo ivez Liberia da vezañ, hag a-bell, kentañ broad an Afrik evit ar vein-houarn.
Soñjal e-barzh t-shirtoù skrivet warne ul lugan hag a vez gwelet deus a-bell.
Mots précédents
Mots suivants
a-bell-amzer