1. Kozh
Temz-boued, hilienn a dalvez da reiñ muioc'h a vlaz d'ur meuz.
2. Meuz, anezhañ tammoù kig (bevin, leue, ha dañvad dh.) ha legumaj poazhet a-gevret en un hilienn.
Patatez poazhet en o fezh evit ober kefalennoù ganto. Aozet e oa bet kefalenn kig-leue gant ur bern avaloù-douar.
&
Kefalenn-farz-kig : kefalenn kig bevin ha kig yar, poazhet hep dour, gant irvin ha kistin.
&
Kefalenn-besked : meuz, anezhañ pesked troc'het a-dammoù ha poazhet er gwin ruz gant ognon pe chalotez.
&
Kefalenn-vaout : kefalenn kig deñved fardet gant fav pe fav-glas.
HS. keusteurenn, ragout.
3. Dre ast.
Boued fardet.
Kefalenn vat, dreut, fall, baour.
HS. kegin, keusteurenn, tinell.
&
Ent strizh
Boued fardet fall.
&
Ent strizh
Boued mat.
N'hon eus ket kalz kefalenn.
4. Dre ast.
Soubenn.
&
Soub-kefalenn : bara a souber er soubenn.
Un tamm soub-kefalenn.