Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kozh Temz-boued, hilienn a dalvez da reiñ muioc'h a vlaz d'ur meuz. 2. Meuz, anezhañ tammoù kig (bevin, leue, ha dañvad dh.) ha legumaj poazhet a-gevret en un hilienn. Patatez poazhet en o fezh evit ober kefalennoù ganto. Aozet e oa bet kefalenn kig-leue gant ur bern avaloù-douar. & Kefalenn-farz-kig : kefalenn kig bevin ha kig yar, poazhet hep dour, gant irvin ha kistin. & Kefalenn-besked : meuz, anezhañ pesked troc'het a-dammoù ha poazhet er gwin ruz gant ognon pe chalotez. & Kefalenn-vaout : kefalenn kig deñved fardet gant fav pe fav-glas. HS. keusteurenn, ragout. 3. Dre ast. Boued fardet. Kefalenn vat, dreut, fall, baour. HS. kegin, keusteurenn, tinell. & Ent strizh Boued fardet fall. & Ent strizh Boued mat. N'hon eus ket kalz kefalenn. 4. Dre ast. Soubenn. & Soub-kefalenn : bara a souber er soubenn. Un tamm soub-kefalenn.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kefalenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg brouet, Potage

kefalenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg queualen

kevalenn vat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (bonne) cher

kevalenn dreut a zo ganin

1732
Daveenn : GReg pg (la) cuisine (n'est pas bonne chez moi)

pep loudourenn a gav mat he c'hevalenn

1732
Daveenn : GReg pg chacun (trouve bon son ouvrage, quelque mauvais qu'il soit)

kefalenn

1850
Daveenn : GON.II pg kéfalen, kévalen, souben

ur gefalenn dreut

1850
Daveenn : GON.II pg kéfalen (Une mauvaise soupe, une soupe d'avare, une maigre chère).

kefalenn

1850
Daveenn : GON.II pg kéfalen, kévalen (Soupe. Potage. Et, selon quelques-uns, ragoût, et même toute sorte de mets).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial