Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Mintin (I A 1). Glizh, brumenn ar beure. Sevel a ra ar beure : sevel a ra an deiz. Adalek ar beure, abaoe ar beure, betek ar beure. & Tr. adv. Da veure, d'ar beure : da vintin. Ne vezent gwelet nemet da veure. An deiz warlerc'h da veure. D'ar beure e savi. & Diouzh ar beure(où) : diouzh ar mintin. Abred diouzh ar beure. & Noz-veure, noz ha beure : diouzh ar mintin ha diouzh an noz. & Er beure-mañ, [2015] evit ar beure : e-kerzh ar mintin-mañ. Glav a ra ar beure-mañ. Evit ar beure e oa yen. 2. Mintin (I A 2). Ur beure e voe kavet marv. Bep beure e vez er skol. & Tr. adv. Diouzh ar beure : e-kerzh ar prantad-se. & War ar beure : diouzh ar mintin. & Hanter veure : e-kreiz ar mintinvezh. & Oferenn-veure : a lider diouzh ar mintin. & (goude adverboù, anvioù an deizioù) Ar beure : da vintin. Ar Merc'her ar beure. 3. Dre ast. (db. an eurioù niverennet) Mintin (I A 3). Teir eur diouzh ar beure. 4. Tr. adv. (en e furm kemmet pe get, goude adverboù, anvioù an deizioù) Da vintin. Antronoz veure, warc'hoazh beure.

Exemples historiques : 
34
Masquer la liste des exemples

beure

1499
Référence : LVBCA p36 ('matin')

beure

1659
Référence : LDJM.1 pg matin

warc'hoazh ar beure

1732
Référence : GReg pg demain (au matin)

warc'hoazh veure

1732
Référence : GReg pg demain (au matin)

mintinik a-walch, beure mat a-walc'h, en deus kustum da zijuniñ

1732
Référence : GReg pg (il) déjeûne (ordinairement assez matin)

Adalek ar beure betek an noz

1850
Référence : GON.II pg beûré (Depuis le matin jusqu'au soir).

ar beure

1850
Référence : GON.II pg beûré (Le matin).

kalz a c'hliz a gouezh bep beure

1850
Référence : GON.II pg glîz

pred beure

1850
Référence : GON.II.HV pg préd (-beûré)

beure

1850
Référence : GON.II pg beûré (Matin, la première partie du jour), miñtin

Bras ha kreñv ez oa Derkeia evel holl verc’hed Manos ; kent-se, pa zeuas ar beure, edo asik ha disliv.

1923
Référence : SKET p.109

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laezh he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibellañ a eure er glizh, — Hag he sec’hañ en aezhenn-veure. — He gwaskediñ a eure dindan skourroù an dervenn ; — Ur c’havell a reas dezhi e gwask gwrizioù an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marblev evned ar c’hoad. »

1923
Référence : SKET p.21

Tiegezhioù a-bezh, hag int savet, d’ar beure, en o c’haerañ gant livioù ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarzh, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadoù, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan divaskell zu Katubodua.

1923
Référence : SKET p.20

D’an eizhvet deiz diouzh ar beure, ec’h ehanas ar marc’h en ur c’hornad-bro etre daou vor, sklêrijennet gant an heol-sav.

1923
Référence : SKET p.119-120

An enezenn bleuñvet-holl a zo en a-dreñv hag o voudal enni, a veure da noz, kanadeg laouen ar gwenan, ha n’eo ket Medumagos ez eo-hi (3) ?

1924
Référence : SKET.II p.74

Boazañ a reas Vindosêtlos, diwar e bempet bloaz, d’ober bep beure tro an enezenn gant e gelc’hig.

1924
Référence : SKET.II p.21

Diwar-benn ar gouronkadenn-veure, kenveriañ "Rev. des Deux-Mondes", 15 a Wengolo 1887 [...].

1924
Référence : SKET.II p.26, notennoù

Houmañ n’oa ket nec’het da welet he bugale o redek dre ar bourk, rak, pa ’c’h ae abred eus ar beure da werzhañ he boutegad, peurliesañ n’he dije ket amzer da gempenn anezho.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

Saig ne gare ket kalz ar bennozhioù, hag a c’hrozmole en ur vont er-maez an ti, diwar dreuzoù an nor : — Dilun ar beure, paotr, ec’h ambarki, adieu vat ! ha dreist-holl te ’oar, er vicher arabat koll an nord ! taol evezh d’ar vag vihan… Kenavo, Izabel !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

En arbenn ez oa aet he sell-hi d’e sell-eñ glas ha glan evel ar beure.

1924
Référence : SKET.II p.52

Bep beure e kas anezho da gouronkañ er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantañ an dilhad ma oa boas da wiskañ a-benn gouronkediñ ar c’harr, da lavarout eo un doneg divilgin start ouzh e gorf ha bragoù strizh ha berr o lezel e zaoulin ez noazh (1).

1924
Référence : SKET.II p.58-59

Disul d’ar beure e kuitafomp ar porzh, hag en hent etrezek an Indez hag ar China.

1925
Référence : BILZ2 p.182

beure

1927
Référence : GERI.Ern pg beure

heol beure

1931
Référence : VALL pg aurore

lidkan beure

1931
Référence : VALL pg aubade

kanaouenn-lid veure

1931
Référence : VALL pg aubade

« Pinvidik, a lavaran-me. Paour-razh on, paour-razh Lom. An hanter kant lur-se n’int ket din. Roet int bet din, er beure-mañ, evit mont d’ar bourk, da baeañ, e ti ar Saliou, ar sukr, ar c’hafe, ar chikore o deus prenet ar merc’hed e-pad ar miz diwezhañ. »

1944
Référence : ATST p.103

– Hag e tibunen d'ezo va c'hentel : « "As-tu vu ?" 'Teus ket gwelet ? ; "Quat' chevaux", pevar a gezeg ; "passer par ici", tremen dre amañ ; "Ce matin", ar beure-mañ. »

1944
Référence : EURW.1 p19

Goude an oferenn-veure, da Sul, e pignjomp war ul leurenn bleñch a oa savet war ar blasenn, stok ouzh moger un ostaleri, hag e krogjomp da ganañ... betek an abardaez hep faezhañ.

1944
Référence : EURW.1 p.160

Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.

1944
Référence : EURW.1 p.199

D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.

1985
Référence : DGBD p9

Krediñ a ris lakaat va zammig aotrou da verzhout e oa c'hwezh falsentez gant an afer-se, ha ne c'halle ket un den, er vuhez reizh, digeriñ dor ur c'hav da beder eur beure ha dont er-maez, en e zorn ur chekenn tost da gant lur sinet gant unan all. Chom a reas sioul ha goapaus.

2012
Référence : DJHMH p14

"Paket hoc'h eus anezhañ." "Ya, evit ar beure."

2015
Référence : EHPEA p398

Souezhet eo bet rak Patsi a veze er gêr atav diouzh ar beure.

2015
Référence : EHPEA p13

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II eo ar ger "beûré" eus Bro-Dreger ha Bro-Wened.

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux