Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Mintinvezh. Latar berrbad ar beurevezhioù hañv. Beurevezh an devezh-se am boa tremenet o studiañ. Ur beurevezh a viz Gouere. 2. Mintin. Ur beurevezh e weljomp un engroez tud. Ur beurevezh he doa mil pinijenn o sevel. HS. beure.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

beurevezhioù

1850
Référence : GON.II pg beûrévez (Matinée, tout le temps compris depuis le point du jour jusqu'à midi. Pl.)

beurevezh

1850
Référence : GON.II pg beûrévez (Matinée, tout le temps compris depuis le point du jour jusqu'à midi), miñtinvez.

Meur a veurevezh en deus tremenet eno evit netra.

1850
Référence : GON.II pg beûrévez (Il a passé là plusieurs matinées pour rien).

Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.

1923
Référence : SKET p.48-49

E beurevezh an trede deiz e tihunas Derkeia.

1923
Référence : SKET p.110

Paourkaezh Erwanig !… Daoust hag e soñj a oa deut er beurevezh-se war eñvor Janedig ?… Daoust hag ?… Met abalamour da betra lakaat da vevañ, en spered an dud evurus, mennozhioù ken chifus ?… Erwanig a zo pell pell, du-hont, war ar mor…

1925
Référence : BILZ2 p.157

beurevezh

1927
Référence : Geri.Ern pg beure(vez) (matinée).

Bannoù arc'hantet heol ur veurevezh [beurevezh] nevez-amzer a lugerne war gael houarn pont-gwintus kreñvlec'h Bertom, tost da Blougouvelen.

1929
Référence : SVBV p5

Gant beurevezh an devezh war-lerc'h, ar gwener anezhi, e tostaer adarre ouzh an aod ha, war-dro kreisteiz ez eomp e-biou da veg Sant-Visant, e korn izelañ ar Portugal.

1985
Référence : DGBD p11

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II eo ar ger "beûrévez" eus Bro-Dreger ha Bro-Wened.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux