(war-lerc'h ar merkoù gour unan "am/em" pe lies "hor")
Furm eus ar verb endevout e kentañ gour en amzer-vremañ.
1.
(gant am/em pe 'm dirazañ)
[1867] Eo da, e feiz ! eme eben, / Hag a galon vat diganen, / Ar pezh am beus az po founnus. [1867] Kaer am boa-me prezeg, den ne rae van ebet, / Hag e-lec'h trugarez[,] dismegañs am beus bet. [1867] An ed am beus bremaik gounezet er park-mañ ; / Diwanañ 'rank dioc'htu. [1867] Poan am beus o krediñ. [1867] Aon am beus, emezañ, n'ho pet klevet, aotrou, / Gevier diwar va fenn. [1867] Keuz am beus da'z pezañ kredet / Hag amañ da vezañ deuet. [1867] Evit hiriv, dre ma'm beus naon, / Gwellañ ve din eo un dra fonn. [1867] Betek-henn, emezi, hep kaout den em gwele / Em beus kousket dinec'h, a-drugarez Doue.
&
(er stumm nac'h)
[1867] Ne'm beus karg da envel.
HS. (am eus)
2.
(gant "hor" dirazañ)
[1867] Bremañ ni hor beus mezh, ha marteze doñjer, / Pa welomp ar re baour o tont war-zu hor c'hêr. [1867] Goulenn a reas outo ha n'o doa ket gwelet / Doare 'bet eus he c'hreg ? Un darn a lavaras : / — « N'hor beus gwelet netra ; klaskit-hi izeloc'h. »
HS. (hon) eus.
— « Eo da, e feiz ! eme eben, / Hag a galon vat diganen, / Ar pezh am beus az po founnus. »
— « Eo da, e feiz ! eme e-ben, / » Hag a galoun vad digan-en, / » Ar pez am beuz as po founnuz.
1867
Référence :
MGK
p126
« Kaer am boa-me prezeg, den ne rae van ebet, / Hag e-lec'h trugarez[,] dismegañs am beus bet. »
« Kaer am boa-me prezeg, den ne rea van ebed, / Hag e-leac'h trugarez dismeganz am beuz bet. »
1867
Référence :
MGK
p75
Merer an aotrou Doue, bremañ tieg ar c'hentañ, / A sav sonn e vruched hag a c'hoari e benn : / — « Glav a-bil en tu-mañ ! Gwalarn, pak da valkenn, / Ma tispako an heol ! Mall eo dezhañ tommañ / An ed am beus bremaik gounezet er park-mañ ; / Diwanañ 'rank dioc'htu. »
Mereur ann Aotrou-Doue, brema tiek ar c'henta, / A zao sounn he vruched hag a c'hoari he benn : / — « Glao a-bil enn tu-man ! gwalarn, pak da valken, / » Ma tispako ann heol ! mall eo d'ezhan tomma / » Ann ed am beuz bremaik gounezet er park-ma ; / » Diwana rank dioc'h-tu.
1867
Référence :
MGK
p88
« Poan am beus o krediñ ; gantañ n'eus deut da vat, / Deut ur c'hreunenn hepken eus a chemet e dad. »
» Poan am beuz o kredi ; gant-han n'euz deut da vad, / » Deut eur c'hreunen hep-ken euz a chemed he dad.
1867
Référence :
MGK
p91
N'eus forzh pe oad hor beus, pe vadoù, pe c'hened, / Kaer hor bezo bale, mont d'ar penn all ar bed, / Oc'h hon heul e pep lec'h e vezo ar marv ; / Karrigell an ankoù gant rod ar bed a dro.
N'euz forz pe oad hor beuz, pe vadou, pe c'hened, / Kaer hor bezo bale, mont d'ar penn all ar bed, / Oc'h hon heul e pep leac'h e vezo ar maro ; / Karrigel ann ankou gant rod ar bed a dro.
1867
Référence :
MGK
p100-101
Dont a ra diwar herr, hag o vezañ klevet / Edo ar bleiz yuzaz oc'h ober e voutoù : / — « Aon am beus, emezañ, n'ho pet klevet, aotrou, / Gevier diwar va fenn / Evidoc'h pa beden, / Ha na ven bet e gaou dirazoc'h tamallet ?
Dont a ra diwar er, hag o veza klevet / Edo ar bleiz iuzaz o c'hober he voutou : / — « Aoun am beuz, eme z-han, n'ho pet klevet, aotrou, / » Gevier diwar va fenn / » Evid-hoc'h pa bedenn, / » Ha na venn bet e gaou diraz-hoc'h tamallet ?
1867
Référence :
MGK
p104
Ouzh kalz a dud [eo heñvel ar razh], siwazh ! ne'm beus karg da envel : / Ouzhin-me, ouzhoc'h-hu hag ivez ouzh pep den / Ne ro an aluzen, / Pa wel e toull e zor, o c'hlaouriñ gant an naon, / Ar paour kaezh reuzeudik.
Oc'h kalz a dud [eo hevel ar raz], siouaz ! n'em beuz karg da henvel : / Ouz-in-me, ouz-hoc'h-hu hag ive oc'h pep den / Ne ro ann aluzen, / Pa wel e toull he zor, o c'hlaouri gant ann naoun, / Ar paour keaz reuzeudik.
1867
Référence :
MGK
p117-118
Bremañ ni hor beus mezh, ha marteze doñjer, / Pa welomp ar re baour o tont war-zu hor c'hêr.
Brema ni hor beuz mez, ha marteze donjer, / Pa welomp ar re baour o tont war-zu hor c'her.
1867
Référence :
MGK
p119
— « Strafuillet on gant ker bras aon / Ma'z eo din torret-krenn va naon ; / Keuz am beus da'z pezañ kredet / Hag amañ da vezañ deuet.
— « Strafuillet ounn gant ber [sic, ker] braz aoun / » Ma'z eo d'in torret-krenn va naoun ; / » Keuz am beuz d'as peza kredet /» Hag ama da veza deuet.
1867
Référence :
MGK
p128
Goulenn a reas outo ha n'o doa ket gwelet / Doare 'bet eus e c'hreg ? Un darn a lavaras : / — « N'hor beus gwelet netra ; klaskit-hi izeloc'h. »
Goulenn a reaz out-ho ha n'ho doa ket gwelet / Doare 'bed euz he c'hrek ? Eunn darn a lavaraz : / — « N'hor beuz gwelet netra ; klaskit-hi izelloc'h. »
1867
Référence :
MGK
p143
» Evit hiriv, dre ma'm beus naon, / Gwellañ ve din eo un dra fonn.
» Evit hirio, dre m'am beuz naoun, / » Gwella ve d'in eo eunn dra founn. »
1867
Référence :
MGK
p126
« Betek-henn, emezi, hep kaout den em gwele / Em beus kousket dinec'h, a-drugarez Doue ! »
« Beteg-hen, emez-hi, hep kaout den em gwele / Em beuz kousket dinec'h, a drugare Doue ! »
1867
Référence :
MGK
p56
Note d'étude
Furm dreistreizhet "(am) eus" diwar batrom an amzer dremenet "(am) boa", an amzer-dremenet strizh "(am) boe" hag an amzer-da-zont "(am) bo".