Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(war-lerc'h ar merkoù gour unan "am/em" pe lies "hor") Furm eus ar verb endevout e kentañ gour en amzer-vremañ. 1. (gant am/em pe 'm dirazañ) [1867] Eo da, e feiz ! eme eben, / Hag a galon vat diganen, / Ar pezh am beus az po founnus. [1867] Kaer am boa-me prezeg, den ne rae van ebet, / Hag e-lec'h trugarez[,] dismegañs am beus bet. [1867] An ed am beus bremaik gounezet er park-mañ ; / Diwanañ 'rank dioc'htu. [1867] Poan am beus o krediñ. [1867] Aon am beus, emezañ, n'ho pet klevet, aotrou, / Gevier diwar va fenn. [1867] Keuz am beus da'z pezañ kredet / Hag amañ da vezañ deuet. [1867] Evit hiriv, dre ma'm beus naon, / Gwellañ ve din eo un dra fonn. [1867] Betek-henn, emezi, hep kaout den em gwele / Em beus kousket dinec'h, a-drugarez Doue. & (er stumm nac'h) [1867] Ne'm beus karg da envel. HS. (am eus) 2. (gant "hor" dirazañ) [1867] Bremañ ni hor beus mezh, ha marteze doñjer, / Pa welomp ar re baour o tont war-zu hor c'hêr. [1867] Goulenn a reas outo ha n'o doa ket gwelet / Doare 'bet eus he c'hreg ? Un darn a lavaras : / — « N'hor beus gwelet netra ; klaskit-hi izeloc'h. » HS. (hon) eus.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

— « Eo da, e feiz ! eme eben, / Hag a galon vat diganen, / Ar pezh am beus az po founnus. »

1867
Daveenn : MGK p126

« Kaer am boa-me prezeg, den ne rae van ebet, / Hag e-lec'h trugarez[,] dismegañs am beus bet. »

1867
Daveenn : MGK p75

Merer an aotrou Doue, bremañ tieg ar c'hentañ, / A sav sonn e vruched hag a c'hoari e benn : / — « Glav a-bil en tu-mañ ! Gwalarn, pak da valkenn, / Ma tispako an heol ! Mall eo dezhañ tommañ / An ed am beus bremaik gounezet er park-mañ ; / Diwanañ 'rank dioc'htu. »

1867
Daveenn : MGK p88

« Poan am beus o krediñ ; gantañ n'eus deut da vat, / Deut ur c'hreunenn hepken eus a chemet e dad. »

1867
Daveenn : MGK p91

N'eus forzh pe oad hor beus, pe vadoù, pe c'hened, / Kaer hor bezo bale, mont d'ar penn all ar bed, / Oc'h hon heul e pep lec'h e vezo ar marv ; / Karrigell an ankoù gant rod ar bed a dro.

1867
Daveenn : MGK p100-101

Dont a ra diwar herr, hag o vezañ klevet / Edo ar bleiz yuzaz oc'h ober e voutoù : / — « Aon am beus, emezañ, n'ho pet klevet, aotrou, / Gevier diwar va fenn / Evidoc'h pa beden, / Ha na ven bet e gaou dirazoc'h tamallet ?

1867
Daveenn : MGK p104

Ouzh kalz a dud [eo heñvel ar razh], siwazh ! ne'm beus karg da envel : / Ouzhin-me, ouzhoc'h-hu hag ivez ouzh pep den / Ne ro an aluzen, / Pa wel e toull e zor, o c'hlaouriñ gant an naon, / Ar paour kaezh reuzeudik.

1867
Daveenn : MGK p117-118

Bremañ ni hor beus mezh, ha marteze doñjer, / Pa welomp ar re baour o tont war-zu hor c'hêr.

1867
Daveenn : MGK p119

— « Strafuillet on gant ker bras aon / Ma'z eo din torret-krenn va naon ; / Keuz am beus da'z pezañ kredet / Hag amañ da vezañ deuet.

1867
Daveenn : MGK p128

Goulenn a reas outo ha n'o doa ket gwelet / Doare 'bet eus e c'hreg ? Un darn a lavaras : / — « N'hor beus gwelet netra ; klaskit-hi izeloc'h. »

1867
Daveenn : MGK p143

» Evit hiriv, dre ma'm beus naon, / Gwellañ ve din eo un dra fonn.

1867
Daveenn : MGK p126

« Betek-henn, emezi, hep kaout den em gwele / Em beus kousket dinec'h, a-drugarez Doue ! »

1867
Daveenn : MGK p56

Notennoù studi

Furm dreistreizhet "(am) eus" diwar batrom an amzer dremenet "(am) boa", an amzer-dremenet strizh "(am) boe" hag an amzer-da-zont "(am) bo".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial