beuz
beuz
Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz [sic "ar garzhiadoù"], ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn.
Da gentañ, stegnañ a rae pep perc’henn doubieroù ha linselioù [liñselioù] a-hed e di, ha gant neud pe spilhoù steket [sic] e veze outo garlantezoù iliav, torkadoù beuz, lore ha brug gant ur rozenn baper seiz en o c’hreiz.
Neuze 'vat e roen beuz d'ar jalod-se... gant ma vijen trec'h dezhañ !
Kemer a ris va c’hreñv da bediñ al leanez da brenañ ur viell e Denain, hag ur miz bennak goude, pa voe erru du-mañ he fakadenn, e kavis enni – n’eo ket, siwazh, ur viell ! – met ur c’hwitell a vent vat, ur c’hwitell veuz turniet-kaer gant tri pe bevar alc’houez e-dro dezhi evit an arouezoù izelaat hag uhelaat.
Mots précédents
Mots suivants
beuz