I.
Str.
1. [1499, 1659, 1732] Gwez o delioù padus, o anv spesad Buxus sempervirens, gorrek o c'hresk ha kalet-kenañ ar c'hoad anezho.
Ur bod beuz. Ur wezenn-veuz. Kalz a veuz zo er c'hoad-se.
&
Trl. kv.
Yac'h evel ar beuz, yac'h-beuz : yac'h-tre.
&
Sul ar Beuz : Sul* ar Bleunioù.
[1954] Da bep gouel bras, Nedeleg, Pask, hag evel[-]just da Sul ar Beuz (deiz pardon Priel), da ouel sant Erwan ha sant Jozeb e kane Yann ar gousperoù hep sakrist na kolist, evel ma teue gantañ.
2. Beuz-bleiz, beuz an diaoul : gwezigoù, o anv spesad Rucus aculeatus dezho delioù bihan broudus en o fenn.
HS. bugelenn.
II.
H.g.
1. [1499] Koad ar gwez-se end-eeun.
Ur voest veuz. Ul loa veuz. Ur barr beuz.
&
Trl. skeud.
Kaout beuz : bezañ bazhataet.
C'hwi 'po beuz !
&
Trl. skeud.
[1927] Reiñ beuz d'ub : skeiñ gant ub. war-bouez ur vazh pe skeiñ gantañ kalet.
Ro beuz dezhi ! Beuz dezhi !
[1954] Neuze 'vat e roen beuz d'ar jalod-se... gant ma vijen trec'h dezhañ !
2. Dre skeud. Pemdez (oc'h ober dave da goad ar wezenn)
Ur penn-beuz : un den aheurtet.
&
KUNUJ.
Penn-beuz ! : Penn kalet.
[1877] Komzoù ken dichek a zistanas penn an Tunk ; distreiñ a reas war-zu e soudarded, en u[l] lavaret : — Lezomp hemañ, ar penn-beuz diskiant-mañ, en e di [...].
III.
Impl. da stn.
Aheurtet.
Un den fallakr ha beuz.
Daveenn :
GON.II
pg beûz (Buis, arbrisseau toujours vert. Du buis).
beuzenn
beûzen
1850
Daveenn :
GON.II
pg beûz (un seul plant ou une seule branche de buis).
Ur grib [v]euz
Eur grib beûz
1850
Daveenn :
GON.II
pg beûz (Un peigne de buis).
gwezenn veuz
gwézen-veûz
1850
Daveenn :
GON.II
pg beûz (un seul plant ou une seule branche de buis).
Kalz a veuz a zo er c'hoad-se.
Kalz a veûz a zô er c'hoad-zé.
1850
Daveenn :
GON.II
pg beûz (Il y a beaucoup de buis dans cette forêt).
Ur grib [v]euz a brenin.
Eur grîb beûz a bréninn.
1850
Daveenn :
GON.II
pg krîb (J'achèterai un peigne de buis).
Komzoù ken dichek a zistanas penn an Tunk ; distreiñ a reas war-zu e soudarded, en u[l] lavaret : — Lezomp hemañ, ar penn-beuz diskiant-mañ, en e di [...]
Komzou ken dichek a zistanaz penn an Tunk ; distrei a reaz varzu he zoudardet, en eur lavaret : — Lezomp heman, ar penn-beuz diskiant-man, enn he di [...]
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.246
reiñ beuz
rei beuz
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg beuzenn
beuz
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg beuzenn
C'hoari an doupi : Toupioù beuz, toupioù faou, lod gant ur beg koad, lod gant un tach marc'h, ur fiselenn ha yao !
C'hoari an doupi. Toupiou beuz, toupiou fao, lod gant eur beg koad, lod gant eun tach-marc'h, eur fiselenn ha yo !
1944
Daveenn :
EURW.1
p22
Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz [sic "ar garzhiadoù"], ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn.
1949
Daveenn :
SIZH
p.39
Da bep gouel bras, Nedeleg, Pask, hag evel[-]just da Sul ar Beuz (deiz pardon Priel), da ouel sant Erwan ha sant Jozeb e kane Yann ar gousperoù hep sakrist na kolist, evel ma teue gantañ.
Da bep gouel bras, Nedeleg, Pask, hag eveljust da sul ar Beuz (deiz pardon Priel), da ouel sant Erwan ha sant Jozeb e kane Yann ar gousperoù hep sakrist na kolist, evel ma teue gantañ.
1954
Daveenn :
VAZA
p.22
Neuze 'vat e roen beuz d'ar jalod-se... gant ma vijen trec'h dezhañ !