I.
H.g.
A.
1. Trl. (db. ar metalioù)
Obererezh teuziñ.
Aour o tont eus an teuz.
Kas udb. d'an teuz : da vezañ teuzet.
Kas kleier d'an teuz d'ober kanolioù.
DHS. teuzadur.
2. (db. al liñvennoù skornet)
Obererezh diskornañ.
&
Ent strizh (db. an erc'h, skorn ar menezioù)
Prantad diskornañ.
Teuz an erc'h.
B.
1. Danvez degaset d'ur stad liñvel.
Teuler udb. en teuz.
2. Dre ast.
Potin.
Ur pod teuz.
C. Ger a implijer da ober anv eus un danvez zo deuet kalet en-dro goude bezañ bet teuzet.
Lard-teuz : lard moc'h bet teuzet.
Houarn-teuz : potin.
D. Mont e teuz : mont da netra.
Ar vuhez a ya e teuz evel an hent graet er mor gant ar vag o tremen. E holl beadra aet e teuz.
II.
G.
1. Trl.
Ober un teuz d'udb. : e lakaat da deuziñ.
Ober un teuz d'al lard.
2. Tr. estl.
Un teuz ! : troienn a reer ganti evit reiñ da c'houzout ez eo blazet-dreist ar meuz-mañ-meuz.
Mat eo, un teuz !
HS. teuzer.