Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Trl. (db. ar metalioù) Obererezh teuziñ. Aour o tont eus an teuz. Kas udb. d'an teuz : da vezañ teuzet. Kas kleier d'an teuz d'ober kanolioù. DHS. teuzadur. 2. (db. al liñvennoù skornet) Obererezh diskornañ. & Ent strizh (db. an erc'h, skorn ar menezioù) Prantad diskornañ. Teuz an erc'h. B. 1. Danvez degaset d'ur stad liñvel. Teuler udb. en teuz. 2. Dre ast. Potin. Ur pod teuz. C. Ger a implijer da ober anv eus un danvez zo deuet kalet en-dro goude bezañ bet teuzet. Lard-teuz : lard moc'h bet teuzet. Houarn-teuz : potin. D. Mont e teuz : mont da netra. Ar vuhez a ya e teuz evel an hent graet er mor gant ar vag o tremen. E holl beadra aet e teuz. II. G. 1. Trl. Ober un teuz d'udb. : e lakaat da deuziñ. Ober un teuz d'al lard. 2. Tr. estl. Un teuz ! : troienn a reer ganti evit reiñ da c'houzout ez eo blazet-dreist ar meuz-mañ-meuz. Mat eo, un teuz ! HS. teuzer.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

kaerañ teuz !

1732
Daveenn : GReg pg action

teuz

1732
Daveenn : GReg pg fonte (Fonte, métail fondu.)

pod teuz

1732
Daveenn : GReg pg fonte (Marmite de fonte)

kloc'h teuz

1732
Daveenn : GReg pg fonte (Cloche de fonte.)

kleier teuz

1732
Daveenn : GReg pg fonte (Cloche de fonte, p.)

teuz

1850
Daveenn : GON.II pg té

teuz

1850
Daveenn : GON.II pg té, teûz

teuz

1850
Daveenn : GON.II pg téu

teuzioù

1850
Daveenn : GON.II pg teûz

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial