Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. (db. ar c'haledoù) [1499, 1943, 1985] Mont eus ar stad kalet d'ar stad liñvel dre berzh ar wrez, an dour. [1943] Ur wech teuzet ar skorn, eo distroet an dour d'ar meurvorioù. [1985] Al lodennoù blotañ a deuz en dour. Emañ an erc'h o teuziñ. Teuziñ a ra an tamm chokolad em genoù. Gwenn evel ur pezh houarn war deuziñ. Lakaat amanenn da deuziñ. & Trl. skeud. (db. ar bouedoù) Teuziñ er genoù, teuziñ evel mel er genoù : bezañ tener-tre, c'hwek-tre da zebriñ. B. Dre ast. 1. Dileizhañ. Teuziñ a ra ar sukr en dour. 2. (db. ar moged, al latar h.a.) Koazhañ, steuziañ. Emañ ar vrumenn o teuziñ en draoñienn. 3. (db. an traoù, an dud) Mont diwar wel. Teuziñ a reas dirazo. HS. steuziañ. C. Difetis. 1. Mont en ankounac'h. Teuziñ a ra an eñvorennoù. 2. Mont da netra. Emañ ma youl o teuziñ. D. Dre skeud. 1. (db. korf an dud) PEMDEZ. [1732, 1931] Kastizañ, treutaat. Teuziñ a ra he divjod a-wel-dremm. 2. (db. an dud) Teuziñ gant ar vezh : sevel ur c'horfad mezh en ub. 3. (db. kalon) Bezañ drastet gant ar boan, ar glac'har. Ma c'halon a deuze em c'hreiz. 4. (db. ar madoù) Koazhañ, mont da get. Deuet eo e holl zanvez da deuziñ. 5. (db. al labour) Nebeutaat. Teuziñ a ra al labour etre he daouarn. 6. (db. an dud, an traoù niveradus) Mont war rouesaat. Teuziñ a ra an dud onest. HS. tanavaat. II. V.k.e. 1. Lakaat da vont da liñvenn. An tommder a deuz ar sklas. Teuziñ houarn, teuziñ koar. 2. Dre ast. Oberiañ traezoù gant metal teuzet. Teuziñ ur c'hloc'h. Teuziñ kanolioù. 3. Dre skeud. [1732] Foranañ. Teuzet en deus e holl vadoù. HS. dismantrañ, foeltrañ. 4. Lakaat da vont da get. Ar bedenn a galon a deuz ar poanioù.

Skouerioù istorel : 
45
Kuzhat roll ar skouerioù

teuziñ

1499
Daveenn : LVBCA p193 (fondre comme cire)

teuziñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fondre, liquefier

teuzet

1732
Daveenn : GReg pg fondre (fondre du métal, &c, Van, pp.)

teuzat

1732
Daveenn : GReg pg fondre (fondre du métal, &c, Van.)

teuziñ metal, soav, koar, &c.

1732
Daveenn : GReg pg fondre (fondre du métal, &c.)

teuziñ

1732
Daveenn : GReg pg fondre (fondre du métal, &c, Van.)

teuziñ

1732
Daveenn : GReg pg fondre (fondre du métal, &c, Van.)

teuzet

1732
Daveenn : GReg pg absorber, allier, attenuer, consommer, defait (maigre, exténué), extenuer (affoiblir, amaigrir), fondre (fondre du métal, &c, pp.), fondre (Fondre, amaigrir, pp.)

teuziñ

1732
Daveenn : GReg pg absorber, attenuer (attenuer de maigreur, de miseres), extenuer (affoiblir, amaigrir), fondre (fondre du métal, &c.), fondre (Fondre, amaigrir.)

teuziñ e dra

1732
Daveenn : GReg pg goinfrer

teuzet e dra

1732
Daveenn : GReg pg goinfrer (pp.)

teuziñ metaloù disheñvel e natur evit o c'hemmesk

1732
Daveenn : GReg pg allier

teuziñ

1732
Daveenn : GReg pg attenuer (attenuer de maigreur, de miseres)

teuzet

1732
Daveenn : GReg pg attenuer

teuziñ e dra oc'h evañ

1732
Daveenn : GReg pg boire (depenser son bien)

teuzet e dra oc'h evañ

1732
Daveenn : GReg pg boire (depenser son bien)

teuziñ e holl dra

1732
Daveenn : GReg pg (foëter sa) boutique (dépenser ce qu'on a), devorer (son bien)

teuzet e holl dra

1732
Daveenn : GReg pg (foëter sa) boutique (dépenser ce qu'on a)

teuziñ e holl vad

1732
Daveenn : GReg pg consommer (tout son bien en folles dépenses)

Pep seurt metal a c'haller da deuziñ.

1732
Daveenn : GReg pg fusible (Tous les metaux sont fusibles.)

an erc'h o tonet da deuziñ eo a ra kreskiñ ar rivieroù hag an doureier

1732
Daveenn : GReg pg (la) cruë (des rivieres vient de la fonte des neiges)

teuziñ e holl dra

1732
Daveenn : GReg pg depenser (follement tout son bien)

teuzet

1732
Daveenn : GReg pg fondre (fondre du métal, &c, Van, pp.)

teuzet

1732
Daveenn : GReg pg fondre (fondre du métal, &c, Van, pp.)

ret e vezo teuziñ al loaioù staen

1850
Daveenn : GON.II pg teûzi

teuziñ

1850
Daveenn : GON.II pg asteûzi, steûzia, téein, teûz, teûzi

teuz

1850
Daveenn : GON.II pg téein, teûzi

teuzet

1850
Daveenn : GON.II pg teûzi

likit ar soav da deuziñ

1850
Daveenn : GON.II pg teûzi

teuziñ a reas raktal

1850
Daveenn : GON.II pg teûzi

teuziñ

1850
Daveenn : GON.II pg teûzi

Ha pa ve ar bed holl teuzet en e galon, / War gorre, enni c'hoazh, ve beuzet ur mor don.

1867
Daveenn : MGK p95

Kelenn he melezour a zesk bemdez dezhi / Ned eo evit miret he gened da deuziñ.

1867
Daveenn : MGK p56

Evidon-me, n’oan ket evit mont ken. Va divesker a horjelle, va izili a grene, va fenn a voudinelle, va c’halon a deuze em c’hreiz... Kouezhañ a ris semplet e-kichen Herve Soutre...

1878
Daveenn : EKG.II p.53

Evit tennañ houarn deus ar c'hozh vin-se, pa ve[z] deut er-maez deuz ar vengleu[z), e ve[z] ret teuziñ (pe "fontañ") ane[zh]añ 'barzh ur forn vras a ve[z] heñvel a-walc'h ouzh ur forn raz, nemet e ve[z] kalz muioc'h a dan e-barzh.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Evit an douar, gwenn-kann da gentañ evel ur pezh-houarn war deuziñ, e teuas a beb eil da velen-ruz, da ruz-gwad, da ruz-moug, da velen, da louet, betek koll pep luc’h ha pep tommder.

1923
Daveenn : SKET p.28

Ar c’hentañ eus holl ziskennidi Vanos, e teuzas aour hag e labouras kouevr.

1923
Daveenn : SKET p.56

Eñ eo a savas ar gentañ forniez-teuziñ-metaloù hag a ijinas ar c’hentañ teuzlestr (2).

1923
Daveenn : SKET p.56

Ar gentañ taolenn a deuzas a-dammouigoù dindan bannoù alaouret an eilvet taolenn, taolenn hudourel, am zrelate, am dalle, hag a flemme hag a atize youl bras [sic] va c'hentañ yaouankiz ; ha war an daolenn-se e oa skeudennet e mil liv disheñvel.

1929
Daveenn : SVBV p.18

teuziñ

1931
Daveenn : VALL pg s'amaigrir (fam.)

dre deuziñ

1931
Daveenn : VALL pg autogène

Ur wech teuzet ar skorn, eo distroet an dour d'ar meurvorioù, o lakaat al live anezho da uhelaat : pignidigezh flandrek a vez graet eus ar bignidigezh-se.

1943
Daveenn : TNKN p18

Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Dinerzhet holl, ma c’halon 'deuz, / Ma youl, aet sempl, a buk, a goazh. / Ho pezit truez ouzh ma reuz, / O ! Salver marv war ar Groaz.

1960
Daveenn : PETO p44

Al lodennoù blotañ a deuz en dour, hag e kaver evel-se kribelloù lemm (a vez graet lapiez anezho gant an douaroniourien) etre antoù don.

1985
Daveenn : DGBD p137

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial