Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
177
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. (db. ar bevien) 1. Bezañ, chom bev. Bevañ ha mervel en deus an den d'ober war an douar. Bevañ kozh. An derv a c'hall bevañ mil bloaz. 2. Ren, kas e vuhez (II B) e doare pe zoare. A-dreuz ar c'hantvedoù e teu kemm war doareoù bevañ an dud. Ar pesked a vev en dour. Bevañ gant levenez, el levenez. & Trl. Bevañ en e roll : frank, dizalc'h. & Dre fent Bevañ a ra ar paotr en ostaleri : evañ a ra kalz. 3. BEVAÑ DIOUZH UDB., DIWAR UDB. : tennañ peadra da chom bev, magadurezh dh., eus udb. Bevañ diwar an aluzen. Bevañ diouzh un dachenn zouar. [1878] Ret eo da bep den bevañ diouc’h e vicher, eñ hag e vugale. & (db. añ doare d'en em vagañ ) Bevañ diwar udb. : bezañ añ dra-se e vagadur. Bevañ diwar dour ha bara. & Trl. Bevañ diwar-goust ub., ul loen bnk., ur blantenn bnk. : o noazout dezhañ, dezhi pe en e vizoù. Bevañ diwar-goust e amezeien. An uhelvarr a vev diwar-goust an derv. B. (db. an dud) 1. Gounit e vuhez, kas e vuhez en un doare dereat. Start eo bevañ en deiz a hiziv. Bevañ kaer. Bevañ moan, bevañ fall. 2. Bezañ o chom (en ul lech bnk.). E pelec'h edoc'h o vevañ d'ar c'houlz-se ? [1954] Un dra hepken a fell din lavarout : na din na d’am c’henseurted ne blijas na hi nag an dud a veve enni. 3. En em vagañ. An devezhour a ya da vevañ d'ar gêr. C. (en doare-gourc'hemenn) BEVET : ger a dalvez da hetiñ buhez hir d'ub., pad hir d'udb. Bevet Breizh ! Bevet ar Roue ! [1877] Evit her gwelet ker sklaer hag an heol, it d’ar galeoù, d’ar prizon ; esait lakaat ar re a zo eno, en tiez-se, da grial : « Bevet ar Roue ! » Hini ne zigoro e c’hinou. II. V.k.e. 1. (db. an dud) [1877, 1878, 1923, 1924, 2015] Magañ, pourchas boued d'ub. [1877] Kouer a veve ar vro en u[l] labourat e zouar, hag an Noblañs e difenne a-enep an enebourien. [1878] Daou garr am beus, a-drugarez Doue, ha n'eo ket ar fallañ a roin deoc’h, rak muioc’h a dud hoc’h eus da vevañ egedon-me. [1923] Un doue eo he savas, he gwiskas gant kroc’hen ar bleiz, he bevas gant kig gouez [...]. [1924] Rankout a eure ozhac'h an ti mont adarre war ar mor : ret e oa dezhañ bevañ e diegezh. He bugale a rank bevañ ha gwiskañ. E dud a vev anezhañ gant pesked. [2015] Delc'her a ra gant he frenadennoù da vevañ ac'hanon. & (db. ar boued) Talvezout d'ub. da vagadurezh. Ur skudellad soubenn a vo trawalc'h da'm bevañ. 2. Dre ast. Degas trawalc'h (a c'hounidoù dh.) d'ub. da ren e vuhez. Douar a-walc'h o deus da vevañ holl an tiegezh. Ar gemenerez-se a veve he mamm gant he nadoz. 3. Trl. Bevañ ar vuhez-mañ-buhez. HS. boueta. III. V. em. EN EM VEVAÑ : gounit e vuhez, peadra da zebriñ dh. Ne oa ket gouest d'en em vevañ na da baeañ e di. [1877] [...] ha labourat an douar a-dro-war-dro, roet dezho, evit en em vevañ o-unan [...]. [1923] O gwelout a rejont o klask kregiñ-mor war ar c’herreg hag er poulladoù war-lerc’h al lanvezh, hag en em vevañ diouto [...]. IV. Impl. da ak. Doare da ren e vuhez, d'he gounit. Kudenn ar bevañ. Disheñvel on bet diouzh ma mignoned em bevañ. Kalet eo ar bevañ er vro-hont. & Trl. Ober ur bevañ bihan : bevañ en un doare dister a-walc'h.

Exemples historiques : 
130
Masquer la liste des exemples

bevañ er baourentez

1499
Référence : LVBCA p36, 70, 156 (viure en pourete ou mourir de fain)

bevañ

1499
Référence : LVBCA p36 (viure)

Neuze, an impalarz, leun a frenezi, a lavaras dezhi : « Choaz unan a zaou : daoust dit pe te a sakrifio hag ez vevi ha pe [te] a anduro tourmañchou eskis ha ma vizi distrujet[ ? »]

1576
Référence : Cath p19

M. Petra eo 'n doktrin kristen ? D. An heni en deus bet desket deomp Jezuz Krist, pan veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz katolik, apostolik ha roman.

1622
Référence : Do. p6

4. Enor da dad, da vamm, hep bout fell. / Dre garantez sikour-i hag e vevi pell. 5. Muntrer ivez ne vezi ket / A volontez nag a efed. 6. Luksurius[,] mir na vezi / A efed nag a zezir mui.

1622
Référence : Do. p.28

bevañ goude

1659
Référence : LDJM.1 pg suruiure

e-keit ma vevin

1659
Référence : LDJM.1 pg (e) queit (ma veuin)

bevañ

1659
Référence : LDJM.1 pg alimenter, nourrir, viure

bevañ diwar an aluzen

1659
Référence : LDJM.1 pg aumosme

bevañ en e faltazi, en e roll, en e liberte, en e c'hoant

1659
Référence : LDJM.1 pg viure (a sa guise)

M. Petra ez eo an doktrin kristen? D. An hini en deveus bet desket deomp hon Salver Jezus-Krist pa veve war an douar, hag a zesk deomp an Iliz santel, katolik, apostolik, ha romen.

1677
Référence : Do. p7

Da dad, da vamm a enori / Pell amzer evit ma vevi ; / Muntrer ivez na vezi ket / Dre volontez na dre efed.

1677
Référence : Do. p.29

bevañ diwar al laezh ha diwar ar frouezh

1732
Référence : GReg pg fruitage (Vivre de laitages & de fruitages.)

bevañ gant laezhaj ha frouezhaj

1732
Référence : GReg pg fruitage (Vivre de laitages & de fruitages.)

Bevañ a reont evel e-c'hiz daou vreuzr.

1732
Référence : GReg pg fraternellement (Ils vivent fraternellement.)

Bevañ a reont evel breuzdeur.

1732
Référence : GReg pg fraternellement (Ils vivent fraternellement.)

loezn a vev ordinal en dour

1732
Référence : GReg pg animal

An ene a vev, a sant, hag a rezon.

1732
Référence : GReg pg ame (l'ame vegete, sent et raisonne).

Doue, dre e vadelezh, a laka en e c'hloar ar re o deus bevet hag a zo marv e stad vat.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

bevet diwar al laezh ha diwar ar frouezh

1732
Référence : GReg pg fruitage (Vivre de laitages & de fruitages, pp.)

bevañ

1732
Référence : GReg pg alimenter

Un den a vev ervat

1732
Référence : GReg pg (un homme de bonnes) moeurs

Bevañ, santout, ha rezoniñ a ra an ene.

1732
Référence : GReg pg ame (l'ame vegete, sent et raisonne).

Ar væneac'h guëichall, ê c'hiz ne studyént, ne brezeguént, na ne goveçzeant qet, dre'n abecg ma ez oant oll, pe hogos oll breuzdeur licq, a vevé diwar-bouez o labour.

1732
Référence : GReg pg labeur (Les anciens moines, qui n'étudioient point, qui ne prêchoient, ni ne confessaient point, parce qu'ils étoient tous, ou presque tous Laïcs, vivoient du labeur, du travail de leurs mains).

bevet

1732
Référence : GReg pg alimenter

bevet en deus kant vloaz

1732
Référence : GReg pg an

Ar c'hi-dour, al leue-vor a zo anevaled pere a vev en dour ha war zouar.

1732
Référence : GReg pg amphibie (Le Loutre, le Veau-marin, &c. sont des animaux amphibies.)

Ar væneac'h guëichall, ê c'hiz ne studyént, ne brezeguént, na ne goveçzeant qet, dre'n abecg ma ez oant oll, pe hogos oll breuzdeur licq, a vevé diwar-bouez o divrec'h.

1732
Référence : GReg pg labeur (Les anciens moines, qui n'étudioient point, qui ne prêchoient, ni ne confessaient point, parce qu'ils étoient tous, ou presque tous Laïcs, vivoient du labeur, du travail de leurs mains).

bevañ dizemez

1732
Référence : GReg pg (garder le) celibat, (vivre en) continence

an dud a Iliz a zo oblijet da vevañ dizemez

1732
Référence : GReg pg (les Ecclesiastiques sont obligez de garder le) celibat

bevañ boutin

1732
Référence : GReg pg (vivre en) commun

bevañ ez boutin

1732
Référence : GReg pg commun

ar feson pe gant hini ez vever

1732
Référence : GReg pg comportement

Me ho pev.

1850
Référence : GON.II p.11, introduction, "je vous nourris".

Arboellañ a reot mar bevit evel-se.

1850
Référence : GON.II pg arboella (Vous économiserez, si vous vivez ainsi).

Bevañ a raio c'hoazh pell.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, « Il vivra encore longtemps ».

Arvarus eo ha c'hwi a vevo pell.

1850
Référence : GON.II pg arvaruz (Il est douteux si vous vivrez longtemps).

beviñ

1850
Référence : GON.II pg bev, pg béouein (Voyez "Béva").

Gant m’am bezo bepred peadra da vevañ, ne c’houlennann ken.

1850
Référence : GON.II p.82 (Pourvu que j’aie toujours de quoi vivre, je n’en demande pas davantage).

An holl dud a zo marvus ; hogen pep den a c’hoanta bevañ pell.

1850
Référence : GON.II p.63

Beviñ a ra get kalz a armerzh.

1850
Référence : GON.II pg amerc'h (il vit avec beaucoup d'économie).

bevañ

1850
Référence : GON.II pg bev,béva (Vivre. Etre en vie. Etre vivant. Se nourrir, conserver sa vie par le moyen des aliments. [...] Nourrir. Alimenter. Sustenter. Faire vivre), ken (-véva), pg remsi ou rempsi

Bevañ a ra gant kalz a arboell.

1850
Référence : GON.II pg arboell (il vit avec beaucoup d'économie).

Diwar an aluzen e vev.

1850
Référence : GON.II pg aluzen (Il vit d'aumône).

Kant vloaz e vevo.

1850
Référence : GON.II pg bev, béva (Il vivra cent ans).

Kalz a dud en deus da vevañ.

1850
Référence : GON.II pg bev, béva (Il a beaucoup de monde à nourrir).

N'eo ket bevet pell diboan.

1850
Référence : GON.II pg diboan (Il n'a pas vécu longtemps sans peine).

En digredoni e vevont.

1850
Référence : GON.II pg digrédoni (Ils vivent dans l'incrédulité).

En un dinammded bras o deus bevet.

1850
Référence : GON.II pg dinamded (Ils ont vécu dans une grande pureté).

En diouer e vev pell zo.

1850
Référence : GON.II pg diouer (Il vit dans la privation depuis longtemps).

En direizh ar vrasañ eo bevet.

1850
Référence : GON.II pg direiz (Il a vécu dans le plus grand désordre).

En disleberded ar vrasañ e vevont.

1850
Référence : GON.II pg disléberded (Ils vivent dans le plus grand avilissement).

Displetaat a ray buan o vevañ evel-se.

1850
Référence : GON.II pg displétaat (Il s'avilira bientôt en vivant ainsi).

Ur beleg a rank bevañ dizemez.

1850
Référence : GON.II pg dizémez (Un prêtre doit vivre célibataire, sans se marier).

E droukrañs e vev gant e amezeien.

1850
Référence : GON.II pg drouk-rans (Il vit en discorde avec ses voisins).

E-keit ha ma vevin.

1850
Référence : GON.II pg é-keit (Pendant que je vivirai).

Hon erbedet en deus da vevañ ervat.

1850
Référence : GON.II pg erbédi, erbidi (il nous a exhorté [sic] à bien vivre).

Ha c'hwi a garre [garfe] kaout ur marv mat, bevit ervat.

1850
Référence : GON.II pg ervâd (voulez-vous avoir une bonne mort, vivez bien).

Ra vevo va mamm pell c'hoazh !

1850
Référence : GON.II p.81 (que ma mère vive encore longtemps ! )

Bez' e vevan gwellañ ma hellan.

1850
Référence : GON.II p.80, "Je vis le mieux que je peux".

Ar re a zo fur a vev pell.

1850
Référence : GON.II p.70 (ceux qui sont sages vivent longtemps).

Endra vevin

1850
Référence : GON.II p.7, introduction ; "tant que je vivrai"

Ne vev

1850
Référence : GON.II p.8, introduction ; "il ne vit"

andra vevin

1850
Référence : GON.II pg añdra (Tant que je vivrai).

Ho pevañ a rin ho-taou, mar kirit bezañ fur.

1850
Référence : GON.II p.64

Me am eus da vevet.

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "je t'ai nourri".

Me az pevo.

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "je te nourrirai".

Evit e vevañ.

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "pour le nourrir".

Me a oar e vevo.

1850
Référence : GON.II p.11, introduction, "je sais qu'il vivra".

Hor lean vevas eno, evel gwechall ar sent.

1867
Référence : MGK p116

Un den a skiant gwechall alies a lavare : / Ra vezin-me strobinellet, / Born, kamm, tort, mac'hagnet, / 'Met e vevin zo 'walch, ha pa ven zoken dall !

1867
Référence : MGK p.66

Ober moan wadegenn ha bevañ en e roll, zo gwell 'get meurlarjez, ar c'houzoug [sic] er wakol.

1867
Référence : MGK p7

Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom ; ha mard eo gwe livenn e gein e pako c'hoazh silzig d'e lein. Evit ar re a zo tud vat, tud kalonek da labourat, tud hag a dalv e vent meulet ha mui c'hoazh e vent gopret, ar re-se paour, paour a vevo, ha, paour gant an naon a varvo ma ne skrampont, evel aered. Skrampat, neb a garo skrampat !

1867
Référence : MGK p23

Deuit da'm heul hag e vevot mat, ac'hanoc'h e vezo graet stad.

1867
Référence : MGK p8

Ur skudellad vara, ur meudad holen trempet bemdez gant ar soubenn-se, a vezo traoù a-walc’h d’am bevañ ac’hann d’an eost a zeu.

1877
Référence : EKG.I. p.51

Kouer a veve ar vro en u[l] labourat e zouar, hag an Noblañs e difenne a-enep an enebourien.

1877
Référence : EKG.I. p.260

Er c’hiz-se a rae an noblañs kozh. Evit kaout digant Doue ar pardon eus o fec’hedoù, evit reiñ bara ha dilhad d’ar paour, mignon Doue war an douar, e roent lod eus o leveoù da venec’h ha n’o doa da ober nemet pediñ Doue evit o madoberour, ha labourat an douar a-dro-war-dro, roet dezho, evit en em vevañ o-unan, ha reiñ bara d’an neb a deue da c’houlenn da harz toull o dor.

1877
Référence : EKG.I. p.34

Abalamour da se ne sell nemet gant kasoni ouc’h ar re o deus un dra bennak, ouc’h ar re a vev en o aez.

1877
Référence : EKG.I. p.64

Ar c’hi hag ar c’hazh a vev didrouz hag e peoc’h er memes ti, ken na deu unan bennak da isañ an eil war-lerc’h egile ; mes kerkent ha ma vezo iset ar c’hi, e lamm a-razailh war ar c’hazh.

1877
Référence : EKG.I. p.65-66

Evit her gwelet ker sklaer hag an heol, it d’ar galeoù, d’ar prizon ; esait lakaat ar re a zo eno, en tiez-se, da grial : « Bevet ar Roue ! » Hini ne zigoro e c’hinou.

1877
Référence : EKG.I. p.204

Mat, eno, en Enezenn-Sieg, e chomas e kuzh an Aotrou Lejeune, ken na deuas ar peoc’h. Mar [b]oe klask dezhañ, Biel an Doenn n’hen disklêrias ket. Her bevañ a reas zoken evit netra pa ne zigase ket Plougouloumiz boued dezhañ.

1878
Référence : EKG.II p.195

Daou garr am beus, a-drugarez Doue, ha n'eo ket ar fallañ a roin deoc’h, rak muioc’h a dud hoc’h eus da vevañ egedon-me.

1878
Référence : EKG.II p.230

— Ni a chomo ivez, ni a chomo ivez. — Nann, ne fell ket din, abalamour m’eus lod ac’hanoc’h dimezet ha m’eus ezhomm er gêr eus a lod all evit gounit un tamm bara d’o zadoù ha d’o mammoù. Hag ouc’hpenn-se, penaos e c’hellfen-me bevañ kemend-all a dud ?

1878
Référence : EKG.II p.7

Setu perak marteze e veved kalz koshoc’h en amzerioù all eget bremañ.

1878
Référence : EKG.II p.43

— Mat, pegement a root din ? Ret eo da bep den bevañ diouc’h e vicher, eñ hag e vugale.

1878
Référence : EKG.II p.152

En ur nezañ gant ar c’harr n’eus ket kalz a c’hounidegezh, evelato e c’heller bevañ.

1878
Référence : EKG.II p.230

A-walc’h din, eta, lavarout e timezjont, o devoe lies mab ha merc’h, e vevjont un niver a vloavezhioù, e teujont d’un hir-hoal hag e varvjont en hevelep deiz, en hevelep eur, en hevelep predig, dorn-ouzh-dorn, evel m’o doa bevet dalc’hmat.

1923
Référence : SKET p.44

Eno e veve, war a leverer, ar roue e ziskouarn-marc'h [...].

1923
Référence : SKET p.15

E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.

1923
Référence : SKET p.29

Un doue eo he savas, he gwiskas gant kroc’hen ar bleiz, he bevas gant kig gouez [...].

1923
Référence : SKET p.37-38

Hep gouzout d’ar c’hedourien lakaet bemnoz gant Kintus, ar penngadour, en-dro da dachennad al logelloù, en em siljont betek an ti-soul ma veve ennañ an teir c’hoar.

1923
Référence : SKET p.102

O gwelout a rejont o klask kregiñ-mor war ar c’herreg hag er poulladoù war-lerc’h al lanvezh, hag en em vevañ diouto ; o tastum tammoù keuneud diwar ar peñseoù taolet d’an aod gant ar gwagennoù hag enaouiñ un tan anezho war ur roc’h e-harz an tornaod, ha hi bepred he fenn a-us d’al lanv-mor.

1923
Référence : SKET p.114

D’ar re-mañ o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennoù, ar pesked a neuñv e dourioù ar mor, ar gwallvorviled a vev en donderioù anezhañ, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennoù mezhus.

1923
Référence : SKET p.117

Gwiañ gloan deñved ne reont ket, nag evañ laezh saout ; diwar vioù brein, preñved, pesked, kregin, bezhin eo en em vevont.

1924
Référence : SKET.II p.65

A wezenn da wezenn e lamm, a-gevret gant ar gwiñver, bagadoù trouzus an abana denheñvel (2), e-keit ha m’emañ o torc’hweniañ e-mesk ar geot pe e-kreiz ar rec’hier naered, anezho ker gwazh euzhadennoù hag ar re a vev en Afrik.

1924
Référence : SKET.II p.48

— Evurus, maleürus, eme Izabel dre he daeroù, unanet omp bet gant Doue, unanet e vevfomp hag e varvfomp !… Ha daeroù ar vugale, mesket gant daeroù ar vamm, a siellas an testeni.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Diwar besked eo e vevont, ha diwar dibourc’h al loened-mor eo en em wiskont.

1924
Référence : SKET.II p.63

Bilzig ne chomas ket da glask kemend-all. Berr e vennozh war an doare-se : klañv e oa Katellig, kasti ha treut e vreur Yannig, kig ne oa ket da reiñ dezhe, ezhomm o devoa da vezañ bevet mat, prederiet mat ; gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an traezh, war-dro goulou-deiz : mar gall o zapout, tizhet e vefont.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Ken n’en devoe tizhet e dri bloaz, e vevas Vindosêtlos diwar laezh Velia hepken.

1924
Référence : SKET.II p.15

Rankout a eure ozhac'h an ti mont adarre war ar mor : ret e oa dezhañ bevañ e diegezh.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Un teñv marzhus eo a ra diwanañ ha kreskiñ en neb a vev diwarnañ ar pevar ferzh mat a ra an dud peurreizh : nerzh, glanded, furnez, madelezh.

1924
Référence : SKET.II p.15

bevañ

1927
Référence : Geri.Ern pg bev

peadra da vevañ

1931
Référence : VALL pg assez (pour vivre)

a vev en aer

1931
Référence : VALL pg aérobie

bevañ

1931
Référence : VALL pg alimenter

Taolenn ha blaz blaouac'hus ne vo ket tu da hani ac'hanomp ankoueat ken tre ma vivehemp !

1933
Référence : DIHU Niv. 267, p.317 (Gwengolo 1933)

Gloazet e voe gant un taol baionetezenn digant ur Glaz, ar pezh na viras ket outañ da vevañ betek an oad a 96 vloaz.

1944
Référence : EURW.1 p9

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Référence : EURW.1 p5

Lotei a zo ur vro ker kaer ! ker sioul ! ker peoc’hus ! Ar stêr en un tu, ar menez en tu all. Lotei a zo ur vro c’hlas, ur vro dudius, hag e vefe brav bevañ enni.

1944
Référence : ATST p.10

Lec'hiet-mat e oan, a-vihanik, da arvestiñ ouzh doareoù bevañ Karnoediz.

1944
Référence : EURW.1 p18

Nann, ne oa kristen ebet, d’ar mare, o c’hoari en-dro d’an ti, nemet marteze Anaon Herri a oa deuet d’ober pinijenn el lec’hioù m’en doa bevet. Ha pa soñjas en ene he gwaz, Mari a zeuas da vezañ spontet-naet.

1944
Référence : ATST p.51

- Hag anat eo rekis bevañ dizemez d'an neb a zo galvet da seveniñ kefridi uhel. Ur skoilh d'ar striv eo ar vaouez.

1949
Référence : SIZH p.54

E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.

1949
Référence : SIZH p.52

Sed aze ’ta pelec’h, a soñjen, e vevas, e c’houzañvas hag e varvas an Dan yaouank tev, melkonius ha gantañ ar berralan.

1954
Référence : VAZA p.155

Met evit stagañ ganti e-giz-se, ret e veze da gentañ pellaat diouzh Brest, Cherbourg hag an Oriant : kenavo d’ar c’hêrioù ma veve enno meur a hini gant e diegezh, hag eno e kave ivez ar re zizemez tu da dañva an holl blijadurezioù ma vez dedennet ganto kanfarded yaouank, yac’h ha digas : plac’heta, redek ar pardonioù tro-war-dro, mont d’ar c’hoariva pe d’an dañsoù, ober buhez d’ar polis, ha gwech ha gwech all ur pifad e talvezfe ar boan derc’hel soñj dioutañ.

1954
Référence : VAZA p.124

Un dra hepken a fell din lavarout : na din na d’am c’henseurted ne blijas na hi [ar gêr-se] nag an dud a veve enni.

1954
Référence : VAZA p.101

Ne chomjomp ket da lugudenniñ nemet diouzh ret e Jameston hag aleshont e krogas hon daou lestr da vordeiñ a-gevret war-du Havana, e Kuba, nad eo ket un enezenn met baradoz an douar, baradoz ar c'hwezh-vat, ar bleunioù, ar frouezh, ar segalennoù hag ivez ar merc'hed koant be goantoc'h, rak gwech ebet e-keit ma vevis eno n'eo degouezhet din kejañ gant ur vaouez divalav.

1954
Référence : VAZA p.96

Petra bennak ma veve muioc'h eget n'eus forzh piv e doujañs Doue - bet 'oa zoken maeronez unan eus kleier Priel - ne oa ket evit he zeod ha gallet ho pije kanañ dezhi gant gwir abeg : Deiz mat, Katell bebrennig, / Lemmoc'h he beg eget ur spilhennig !

1954
Référence : VAZA p.18

Tamm ebet ne oa mamm-gozh a-du gant ar re a dabute diwar-benn va micher da zont : "Selaouit 'ta, emezi, bevet am eus bete vremañ a-grip hag a-grap, met ha pa rankfen poanial dek gwech muioc'h, daoust ha ma vefe ret din tremen gant bara sec'h, netra ne vo kemmet e stad ar c'hrennard-mañ ha derc'hel a raio da vont gant e studi, keit ha ma chomin yac'h. [...]"

1954
Référence : VAZA p.64

Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a[-]gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras.

1955
Référence : VBRU p.2

Dre chouch ha sioul e vev er vro / Ha start e labour 'enep deoc'h. / Ne vez nep kristen war ho tro / Ha gant an naon timat ez eoc'h.

1960
Référence : PETO p30

Euzhusat tonkad da vevañ !

1960
Référence : PETO p42

Diskan : Dañsomp ar garmagnolenn / Ha bep taol, ha bep taol, / Dañsomp ar garmagnolenn / Bevet trouz ar c'hanol.

1960
Référence : PETO p44

Ya, Paotr Hirvragoù ez on-me / Daoust da vignoned ar roue, / Ha bevet Marseilhiz / Al lezenn ha Breizhiz.

1960
Référence : PETO p45

Ne vev ar porzh nemet diwar goñvers an okoume, a ziskenn di a radelladoù bras eus an Ogowe, al lennoù hag al loc'hioù.

1985
Référence : DGBD p27

Pouezus eo ivez derc'hel da sachañ evezh an arvesterien – da lâret eo ar sell foran – hag ober dezhe bevañ trivliadoù ar stourmerien ar muiañ ar gwellañ.

2015
Référence : DISENT p78-79

Gant peder retredadez nebeutoc'h e vevoc'h gwelloc'h.

2015
Référence : EHPEA p12

Evit a sell ouzh an arc'hant, bec'h a-walc'h ma c'hounezan ma rabeoù. Delc'her a ra Fanis, ha mamm gant he frenadennoù, da vevañ ac'hanon.

2015
Référence : EHPEA p65

Ha neoazh, aon en doa. A-wechoù, p'en em gave en e genkiz bras en Nottinghamshire, o tegemer ar baotred yaouank kran eus e renk a oa e gompagnuned pennañ hag o sebezañ ar gontelezh a-bezh gant moed gadal ha splannded dispar e zoare bevañ, e tileze e gouvidi a-greiz-holl hag e tistroe da Londrez a-benn-herr evit bezañ sur ne oa ket bet stoket ouzh an nor hag e oa c'hoazh al livadur en e blas.

2015
Référence : POLDG p. 223

Bevañ a reomp en ur bed a skeudennoù.

2015
Référence : DISENT p80

L'Office public de la langue bretonne