Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dilhad) Zo gwriet ur vevenn outañ. Daou c'houriz gloan, unan anezho bevennet-kaer. HS. erienet. 2. Dre heveleb. Bevennet gant udb. : zo udb. o talvezout da harzoù dezhañ, o lakaat disparti etrezañ ha traoù all. Ribl ar stêr bevennet gant steudoù tiez. Un derez mein bevennet gant ur c'harid houarn.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

Bro-Saoz a zo bevennet a bep tu gant ar mor.

1850
Référence : GON.II pg bévenni (L'Angleterre est bornée ou bordée de tous côtés par la mer).

Dirazo e weljont un enezenn hir bevennet e lec’hiennoù a devennoù uhel gwenn-kann kurunet al lein anezho gant glasvez seder ar c’hoadoù.

1923
Référence : SKET p.108-109

Ar vro douret gant stêrioù Stura ha Dravinna ha bevennet er sav-heol gant mor an Heol, er c’huzh-heol gant mor ar Goularz hag an Albis, setu eta al lodenn-zouar a voe entrevadet gant ar c’hentañ eus ar rummadoù gwirion ; hounnezh eo ar ranndir ma renas Kintus, mab Aedoviros, hag an diskennidi anezhañ, an darnved ma kreskas ha ma reas berzh, e-pad meur a gantved, poblad an Alc’houeder.

1923
Référence : SKET p.117-118

En e diavaez, war an traezhennoù bevennet a eon-mor, e kerzh bagadoù kirvi ; en e diabarzh, e c’hourlamm an eog e-mesk delioù an haleg ; hag ar reunig, o tivorañ, a c’hourvez war al leton e disheol gwez e nevedenn greiz.

1924
Référence : SKET.II p.74-75

Hemañ a oa gantañ en e gerc’hen un doneg verr lien gwenn bevennet a limestra a oa stardet en e zargreiz dre ur gouriz a-liv gant an doneg.

1924
Référence : SKET.II p.12

Mont a ri ganti en donvor oc’h ober hent ez eeun razout war-du ar c’hornog, e roud an heol, ken na zigouezhi gant un douar-bras meneziek, koadek, gouez, bevennet diouzh tu ar mor gant tornaodoù maen du, uhel, serzh, hep ouf, na traezh, na nep doare porzh ouzh o zreid.

1924
Référence : SKET.II p.37

Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.

1929
Référence : SVBV p.15

bevennet

1931
Référence : VALL pg borné

Bevennet eo an islonkoù gant uhelennoù a red keñver-ha-keñver ganto war un tu hepken, hag o tougen un nebeut enezennoù peurliesañ.

1943
Référence : TNKN p84

Edon oc'h heuliañ an aod en ur vont war du ar gevred, da lavaret eo e oan troet da sellout ouzh devn ar pleg-mor a weler bevennet a bep tu gant torgennoù koadek.

1985
Référence : DGBD p142

Ha bremañ, c'hwi hag a zo abaoe ken pell bevennet ho spered gant ar savboentoù strishañ ha danvezekañ, c'hwi hag hoc'h eus dinac'het vertuzioù ar vezekniezh trehontel, c'hwi hag hoc'h eus graet al lu gant tud a oa dreist deoc'h... sellit !

2012
Référence : DJHMH p88

Rankout a ra an efedusted bezañ sujet ha bevennet-strizh gant ar reolennoù-bezañ dibleg-se pa n'eus nemete a zegasfe reizhted o stourm war-wel.

2015
Référence : DISENT p22

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux