I.
1. (db. ar c'hoad, ar gwez)
Marv, sec'h.
Koad krin. Krin eo ar wezenn-mañ.
[1924] o rimiañ da zent gant ur vleñchenn goad krin.
2. (db. ar frouezh, al legumaj)
Krizet, disec'het.
Avaloù-douar krin.
&
Dre heveleb. (db. an dud, o c'hroc'hen)
Krizet, disec'het.
Krin eo evel un den kozh.
3. (db. an douaroù, an tachennoù douar)
Disec'het gant an heol.
Douaroù krin. Dilezel an douaroù labour re grin.
&
(impl. da adv. pouez.)
Pikernioù ar menezioù moal-krin.
II.
Dre skeud
1. (db. kalon an dud)
Diseblant.
He c'halon grin.
2. (db. an dud)
Lusket gant atiz an arc'hant ha nebeut douget d'e zispign.
Un den krin eo.
HS. krez, pizh, skragn, tost.
Référence :
GON.II
pg krîn (On ne trouve là que de la terre aride).
Krin eo evel un den kozh.
Krîn eo ével eunn dén kôz
1850
Référence :
GON.II
pg krîn (Il est avare comme un vieillard).
E doiñ a reas gant un doenn raoskl ha palenniñ al leurenn-ziabarzh gant ur strewad tev a c’heot krin a c’hwez-vat.
E dôi a reas gand eun dôenn raoskl ha palenni al leurenn-ziabarz gand eur strewad teo a c’heot krin a c’houez-vat.
1923
Référence :
SKET
p.54
Goude dibriñ, e walc’hi da zaouarn ha da c’henou o rimiañ da zent gant ur vleñchenn goad krin (1).
Goude dibri, e walc’hi da zaouarn ha da c’henou o rimia da zent gand eur vlenchenn goad krin (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.27
koad krin
koad-krin
1931
Référence :
VALL
pg bois (mort)
krin
1931
Référence :
VALL
pg aride, avare
- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.