Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. ar c'hoad, ar gwez) Marv, sec'h. Koad krin. Krin eo ar wezenn-mañ. [1924] o rimiañ da zent gant ur vleñchenn goad krin. 2. (db. ar frouezh, al legumaj) Krizet, disec'het. Avaloù-douar krin. & Dre heveleb. (db. an dud, o c'hroc'hen) Krizet, disec'het. Krin eo evel un den kozh. 3. (db. an douaroù, an tachennoù douar) Disec'het gant an heol. Douaroù krin. Dilezel an douaroù labour re grin. & (impl. da adv. pouez.) Pikernioù ar menezioù moal-krin. II. Dre skeud 1. (db. kalon an dud) Diseblant. He c'halon grin. 2. (db. an dud) Lusket gant atiz an arc'hant ha nebeut douget d'e zispign. Un den krin eo. HS. krez, pizh, skragn, tost.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

krin

1732
Daveenn : GReg pg aride

Na gaver eno nemet douar krin

1850
Daveenn : GON.II pg krîn

Krin eo ar wezenn-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg krîn

Krin eo evel un den kozh

1850
Daveenn : GON.II pg krîn

E doiñ a reas gant un doenn raoskl ha palenniñ al leurenn-ziabarzh gant ur strewad tev a c’heot krin a c’hwez-vat.

1923
Daveenn : SKET p.54

Goude dibriñ, e walc’hi da zaouarn ha da c’henou o rimiañ da zent gant ur vleñchenn goad krin (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.27

koad krin

1931
Daveenn : VALL pg bois (mort)

krin

1931
Daveenn : VALL pg aride, avare

- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.

1949
Daveenn : SIZH p.45

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial