Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. ar plant, ar frouezh, kroc'hen an dud) Dont da vezañ disec'h, krin. Gant an amzer e krin an avaloù-mir. Krinañ a ra mui-ouzh-mui kroc'hen e zivoc'h. Krinañ gant an avel, gant ar riv. 2. (db. an douar) Dont sec'h dre ziouer a c'hlav. II. V.k.e. Krizañ (I A 1). Krinañ e zremm. [1925] Hag ur c'hwezenn sklaset a zivere deus e dal, hag ur grenidienn a grine e groc’hen. III. V. em. EN EM GRINAÑ : dont da vezañ krin. En em grinañ a ra ma dorn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

krinañ

1850
Daveenn : GON.II pg krina

Krinet eo gant an avel

1850
Daveenn : GON.II pg krina

Goude aotrounez vras, krinet ganto o fri, A deuas pep eil tro, diouzh ma oa hir o dent, Da ziskargañ o gor : holl emezo 'oant sent : an tigred, ar bleizi, bete'ar c'hozh chas bihan A dlee d'ar Baradoz mont diwar hanter vann.

1867
Daveenn : MGK p25

Pa c'hoarzh, he muzelloù a zo mezh o gwelet ; / Krinañ a ra he fri, he dent zo diskrognet ; / He blev, bremañ briket, gwechall a oa damzu, / Hag he divoc'h jodek a zo kleuz a bep tu.

1867
Daveenn : MGK p56-57

Adarre en em astennas war ar maezioù diboblet ar gouelec’h gant e bradoù milvleuennek hag e goadoù dilavar hep kan evned ; hag en em vantellas gant geot ha deil glas an douar bet douret a wad ha warnañ dismantroù mogedet hag eskern gwenn o krinañ.

1923
Daveenn : SKET p.86

Hag ur c'hwezenn sklaset a zivere deus e dal, hag ur grenidienn a grine e groc’hen.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial