I.
V.g.
A. (db. an traoù)
1.
Distardañ.
Fardet fall eo ar skoulm, laoskaat a ray !
2. Dont da vezañ gwan, dinerzh.
Buan e laoskaas sachadennoù ar pesk. Un taolig hep en amzer skoet war gwrizioù ar wezenn a ra dezhi laoskaat.
HS. dinerzhañ, gwanaat.
ES. kreñvaat.
3. (db. ar reolennoù)
Dont da vezañ laoskoc'h.
Mont a ra ar yezhadur war laoskaat.
B. (db. an dud)
1. Dont da vezañ laoskoc'h (da ober udb.).
Devosion ar venec'h a oa deuet da laoskaat. Diwallit da laoskaat.
&
Trl.
Laoskaat e, e-keñver, war udb. : dont da vezañ laoskoc'h d'e ober.
Yenaat, laoskaat e-keñver ar relijion. Dont da laoskaat e servij ub. Bep bloaz e welomp tud o laoskaat war ar poent-se.
2. Fallgaloniñ.
Penaos ne laoskafe ket an hini ned eo ket start e vennozhioù ? N'eo ket aet hor c'halon war laoskaat.
HS. digalonekaat.
II.
V. dic'hour.
(db. ar prizioù)
1. Digreskiñ.
Laoskaet eo het war an ed er sizhun dremenet.
2. Laoskaat war u.b.
Distisgnañ, sioulaat da u.b.
III.
V.k.e.
l. Distardañ.
An amzer a laoska alies an darempredoù.
2. (db. ar reolennoù)
Lakaat da vezañ laoskoc'h.
Strishaat al lezennoù hag o laoskaat.
3. Dre ast. (db. an douar)
Palat, treiñ.
Evit laoskaat an douar.