I.
V.k.e.
A.
1. Distignañ.
Laoskit e ereoù !
2. Trl. (db. ar bouedoù, louzoù zo)
Leuskel ar c'hof : aesaat an difankañ (II).
Ar prunev a laosk ar c'hof. An dra-se zo mat evit leuskel ar c'hof.
3. (db. an dud, al loened)
Lezel da vont (kuit), dieubiñ.
Na laoskit ket ar c'hi ! Leuskel ur prizoniad. Kae da leuskel ar saout !
&
Trl.
Leuskel herr gant ub. : reiñ un tammig frankiz da ub.
Mar bije laosket herr ganto.
&
Trl. skeud.
Leuskel gedon da redek : embann brudoù faos.
4. Reiñ da glevet (dre an divskouarn, dre ar fri).
Gloazet e oan bet ken em boa laosket ur garm. Ar paotr kozh en deus laosket ur pezh bramm. Ur breugeud en deus laosket. Leuskel a rejont ur ganaouenn. Euzhus eo e glevet o leuskel kement-se a vallozhioù.
[1877] Ar gouel a achuas e-kreiz an hu hag ar mallozhioù a laoske mignoned ar republik.
&
Trl. skeud.
Leuskel e vramm diwezhañ : mervel.
HS. distagañ.
5. Leuskel un tenn gant, war (ub. pe ul loen bnk.) : tennañ warnañ.
Pep a denn o doa laosket war ar c'had. Leuskel a reas un tenn fuzuilh gantañ. Unan bennak a laoskas un tenn bir war an tarv.
HS. distagañ.
6. Skuilhañ, teuler.
Hag an diaoul kuit ac'hano o leuskel flaer war e lerc'h.
&
Leuskel daeroù : gouelañ.
Ar paour kaezh a laoske daeroù.
7. (db. ar mor)
Leuskel tre : kregiñ da ziskenn.
Ar mor a laosk tre.
B. Dre ast.
1. Na mirout ouzh.
Laosk hennezh da zimeziñ. Laoskit me da gousket.
&
Leuskel (ub., ul loen bnk.) da vont : dieubiñ, diskregiñ diouzh, distagañ.
Ar barner el laoskas da vont kuit. Laoskit da redek al laeron ! Laosket en deus e gi da vont.
&
Leuskel (ub.) da lavaret : na ober fed ouzh lavaroù ub.
Laoskit anezho, laoskit int da lavaret.
2. Paouez ouzh (ub.).
Laosk ac'hanon ! laosk me !
3. N'ober mui anv eus (udb.).
Mat ! laoskomp se neuze !
4. Disoñjal pe lezel a-ratozh war e lerc'h.
Pelec'h ec'h eus laosket da sac'h ?
5. Na emellout en un argerzh.
Leuskel ub. da vervel.
&
Leuskel ub. en e roll : d'ober diouzh e c'hoant.
&
Leuskel udb. a-gostez : n'ober mui fed outañ.
HS. lezel.
II.
V.g.
1. Leuskel a-raok : digeriñ an hent, mont er penn a-raok.
An tad a laosk a-raok, e-giz ur mestr mevel emañ gant e dud.
2. (db. ar siminalioù)
Leuskel diwarnañ, diwarni : divogediñ.
Leuskel a ra ar siminal diwarni.
3. Pemdez (db. an dud, al loened)
Leuskel diwarnañ : brammat.
Hola 'vat ! leuskel a rit diwarnoc'h !
4. (dirak an ar. war displeget, dezhi un dalvoudegezh dic'hour)
Leuskel warni : kanañ gant gred.
E-pad an oferenn pep hini a laoske warni gwellañ ma c'halle.
5. Dilezel (un embregadenn bnk.).
Pêr en deus c'hoant da leuskel.
III.
V. em.
EN EM LEUSKEL.
1. Diskouez bezañ hep youl.
Bez' ez eus tud hag en em laosk.
2. Trl.
En em leuskel en traoñ : en em lezel da gouezhañ, da ruzañ d'an traoñ.
Ez an d'en em leuskel en traoñ.
Référence :
GReg
pg helas (Pousser des helas, des soupirs.)
laosket siwadennoù
lausqet sioüadennou
1732
Référence :
GReg
pg helas (Pousser des helas, des soupirs, pp.)
leuskeul ar gouriz
leusqeul ar gouriz
1732
Référence :
GReg
pg (faire) banqueroute
laosket ar gouriz
lausqet ar gouriz
1732
Référence :
GReg
pg (faire) banqueroute
leuskel a eure e vordead
leusqel a eureu e vourdead
1732
Référence :
GReg
pg (il lâcha sa) bordée
leuskeul ur c'hri
leusqeul ur c'hry
1732
Référence :
GReg
pg (pousser un) cry
leuskel gedon da redek
leusqeul guedon da redecq
1732
Référence :
GReg
pg debiter (de fausses nouvelles), garder (En donner à garder.)
leuskeul un tenn bir
leusqueul un tenn birr
1732
Référence :
GReg
pg decocher (tirer, lancer une flèche &c.)
leuskel ur vir
leusqeul ur vir
1732
Référence :
GReg
pg fléche (Decocher une fléche.)
laosket ur vir
lausqet ur vir
1732
Référence :
GReg
pg fléche (Decocher une fléche, pp.)
leuskel un tenn bir
leusqeul un tenn bir
1732
Référence :
GReg
pg fléche (Decocher une fléche.)
leskel ur saezh
leusqeul ur saez
1732
Référence :
GReg
pg fléche (Decocher une fléche.)
laosket ur saezh
lausqet ur saez
1732
Référence :
GReg
pg fléche (Decocher une fléche, pp.)
leuskel un tenn fuzuilh
leusqel un tenn fusuilh
1732
Référence :
GReg
pg fusil (Tirer un coup de fusil.)
laosket un tenn fuzuilh
laosqet un tenn fusuilh
1732
Référence :
GReg
pg fusil (Tirer un coup de fusil, pp.)
laosket gadon da redek
lausquet gadon da redecq
1732
Référence :
GReg
pg garder (En donner à garder, pp.), habler (craquer, pp.)
leuskel gadon da redek
leusqeul gadon da redecq
1732
Référence :
GReg
pg habler (craquer)
leuskel gadon
leusqeul gadon
1732
Référence :
GReg
pg habler (craquer)
leuskel levrini da redek war-lerc'h gadon ur re bennak
leusqel levriny da redecq var-lerc'h gadon ur re-bennac
1732
Référence :
GReg
pg habler (Empêcher quelqu'un de habler.)
na laoskit ket ar c'hi
na laoskit kéd ar c'hi
1850
Référence :
GON.II
pg leûskel
ur flaeriadenn hoc'h eus laosket
eur flériaden hoc'h eûz laosket
1850
Référence :
GON.II
pg flériaden
leuskeul gedon da redek
leûskeûl gédon da rédek
1850
Référence :
GON.II
pg gâd
leuskel
leûskel
1850
Référence :
GON.II
pg laoska, leûskel
laosket
1850
Référence :
GON.II
pg leûskel
Betek an diwezhañ[,] holl e vezimp stropet, / Piv zo n'er goar ervat ? Kaer a zo lavaret, / Evelato an den a laosk, dre e ridell, / E skiant[,] a c'hreunennoù da vont gant an avel.
Betek ann diveza holl e vezimp stropet, / Piou zo n'her goar er-vad ? Kaer a zo lavaret, / Evelato ann den a laosk, dre he ridel, / He skiant a c'hreunennou da vont gant ann avel.
1867
Référence :
MGK
p101
Da neb en deus ezhomm, roomp an aluzen ; / Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ; / Pe ma n'hor beus netra, laoskomp da vihanañ / E gi gant ar c'haezh dall n'en deus dorn d'e renañ, / E flac'h gant an den kozh da vale dre ar vro, / Da vont, harpet warni, dre al lec'h ma karo !
Da neb en deuz ezomm, roomp ann aluzen ; / Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ; / Pe ma n'hor beuz netra, laoskomp da vihana / He gi gant ar c'heaz dall n'en deuz dourn d'he rena, / He flac'h gant ann den koz da vale dre ar vro, / Da vont, harpet war-n-hi, dre al leac'h ma karo !
1867
Référence :
MGK
p120
Al loened a laosker da beuriñ dre 'r maezioù, / Al laboused a nij dre hent kaer an neñvoù, / Hag ar paour, eñ hepken, a vo miret outañ / Da vale dre ar vro, en amzer zo bremañ ?
Al loened a laosker da beuri dre r' mesiou, / Al laboused a nij dre hent kaer ann envou, / Hag ar paour, hen hep-ken, a vo miret out-han / Da vale dre ar vro, enn amzer zo breman ?
1867
Référence :
MGK
p120
Ar gouel a achuas e-kreiz an hu hag ar mallozhioù a laoske mignoned ar republik.
Ar gouel a achuaz e kreiz an hu hag ar mallosiou a laoske mignouned ar republik.
1877
Référence :
EKG.I.
p.187
Piv a zo aze ? Respontit dioc’htu, pe me a laosk va c’hi warnoc’h, hag a faout deoc’h ho penn, dre an hanter, evel un irvinenn, gant va zaol bouc’hal.
Piou a zo aze ? Respountit dioc’h-tu, pe me a laosk va c’hi varnoc’h, hag a faout d’ehoc’h ho penn, dre an hanter, evel eun irvinen, gant va zaol bouc’hal.
1877
Référence :
EKG.I.
p.139
Unan anezho, o sellet pishoc’h, a welas ur renkad levrioù ha n’edo ket a-renk gant ar re all : chachañ a reas war ar plankenn edo al levrioù warnezhañ, hag e laoskas ur griadenn.
Unan anezho, o sellet pisoc’h, a velaz eur renkad levriou ha n’edo ket a renk gand ar re-all : chacha a reaz var ar plankenn edo al levriou varnezhan, hag e laoskaz eur griaden.
1877
Référence :
EKG.I.
p.14
Ar gwer war ar prenestr a oa torret, ar barrennoù koad ennañ a oa frigaset ; pep a c’hwec’h tenn a laoskas en ti ar chouanted o klask tizhout Loull ar Bouc’h en e gambr, pa n’oant ket evit hen digas er-maez.
Ar guer var ar prenestr a ioa torret, ar barrennou koat ennhan a ioa frigaset ; peb a c’houeac’h tenn a loskaz enn ti ar chouanted o klask tizout Loull ar Bouc’h enn he gampr, pa n’oant ket evit hen digas er meaz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.120
Ne c’hellan ket lavaret deoc’h ar sakreoù nag ar mallozhioù a voe neuze laosket el lec’h ma ne gleved a-ziagent nemet kuzulioù mat, meuleudioù Doue ha kanaouennoù santel.
Ne c’hellan ket lavaret d’ehoc’h ar sakreou nag ar mallochou a oue neuze laosket el leac’h ma ne glevet aziagent nemed kuzuliou mad, meuleudiou Doue ha kanaouennou santel.
1877
Référence :
EKG.I.
p.210
Mat, bep tro ma’z ae unan bennak diwar ar maez e kêr, ur boned segovii war e benn, da werzhañ ul loan pe ur boezellad ed, ez ae raktal war e lerc’h ur vandenn soudarded en u[l] leuskel mil mallozh ha ne entented ket.
Mad, peb tro ma’z ea unan-bennag divar ar meaz e kear, eur boned segovii var he benn, da verza eul loan pe eur boezellad ed, ez ea raktal var he lerc’h eur vandenn soudarded en eur leuskel mil malloz ha ne ententet ket.
1877
Référence :
EKG.I.
p.308
Hennezh, ma welje pe ma klevje un dra bennak, a dlee leuskel c’hwec’h pe seizh hopadenn stag-oc’h-stag, evel ar gaouenn o vont kuit pa vez spontet gant un dra bennak.
Hennez, ma velche pe ma klefche eun dra-bennag, a dlie leuskel c’hueac’h pe zeiz houpadenn stag-oc’h-stag, evel ar gaouenn o vont kuit pa vez spountet gand eun dra-bennag.
1878
Référence :
EKG.II
p.10
Ne deuas ket zoken em [f]enn laosker va mallozh war an dispac’herien ; ur soñj all a yoa em spered.
Ne deuaz ket zoken em penn [sic] laosker va malloz var an dispac’herien ; eur sonj-all a ioa em spered.
1878
Référence :
EKG.II
p.50
E gwirionez, ne zalejont ket d’en em gaout e Berven, ha, dioc’htu m’oant en em gavet, hep reiñ amzer da Yann Prijant da lavaret un tamm peden zoken, e voe staget ouc’h tour an iliz, ha, buanoc’h eget n’her lavaran deoc’h, e voe laosket warnañ daou-ugent tenn fuzuilh en un taol...
E guirionez, ne zalechont ket d’en em gaout e Berven, ha, dioc’htu m’oant en em gavet, heb rei amzer da Ian Prigent da lavaret eun tamm peden zoken, e oue staget ouc’h tour an iliz, ha, buannoc’h eget n’her lavaran d’eoc’h, e oue laosket varn-han daou-ugent tenn fuzil enn eun taol...
1878
Référence :
EKG.II
p.19
Dir pe houarn ? Na dir nag houarn, laosk ganin va divskouarn
Dir, pe houarn ? Na dir nag houarn. - Laosk gane va diskuarn
1909
Référence :
BROU
p. 419 (parfois, en s'amusant, un enfant prend l'oreille d'un de ses compagnon, en disant : Dir pe houarn ? Celui-ci doit répondre, Na dir, nag houarn, laosk gane ma diskuarn)
laoskit an ere
laoskit an èrè
1909
Référence :
BROU
p. 391 (lâchez le lien)
kae da leuskat ar saout
kea da leusked ar zaout
1909
Référence :
BROU
p. 393 (changer de place au bétail)
leusker
leúsker
1909
Référence :
BROU
p. 393 (lâcher)
An holl arouezioù sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horzh, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegoù, engravet war arem o armoù ha war brenn o goafioù (1).
An holl aroueziou sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horz, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegou, engravet war arem o armou ha war brenn o goafiou (1).
1923
Référence :
SKET
p.139
Gwir en doa ar c’hozhiad a rene warno, pa gave dezhañ e laoskent an disterañ war ar gefridi-se, d’o skeiñ ha zoken, ma adfeilhent en o gwall, d’o lazhañ, hep m’o dije galloud o c’herent da dennañ dic’haou dioutañ.
Gwir en doa ar c’hoziad a rene warno, pa gave d’ezan e laoskent an distera war ar gefridi-ze, d’o skei ha zoken, ma adfeilhent en o gwall, d’o laza, hep m’o dije galloud o c’herent da denna dic’haou dioutan.
1923
Référence :
SKET
p.65
Diskiantez, emezañ, a gred leuskel gourdrouzoù gant da aotrou, da vestr, da zoue ! Nemet em eus truez ouzhit, diboellet ma ’z out gant ar garantez hag ar glac’har.
Diskiantez, emezan, a gred leuskel gourdrouzou gant da aotrou, da vestr, da zoue ! Nemet em eus truez ouzit, diboellet ma ’z out gand ar garantez hag ar glac’har.
1923
Référence :
SKET
p.112
D’e gentañ korniadenn, laosket gantañ en ur deurel e droad en e vag, ez oa diredet e genvrezelidi war glann ar stêr.
D’e genta korniadenn, laosket gantan en eur deurel e droad en e vag, ez oa diredet e genvrezelidi war glann ar stêr.
1923
Référence :
SKET
p.135
— Me ’oar avat ec’h anavezez anezho, lavar piv a oa ganit, hag e vi laosket da vont, ha diouzhtu ! Piv a oa ganit ?
— Me ’oar ervad ec’h anaveez anê, lavar piou a oa ganit, hag e vi laosket da vont, ha dustu ! Piou a oa ganit ?
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)
Izabel a oa plac’h a-benn hag a galon. Ret eo d’ei bevañ, arabat eo d’ei en em leuskel da vont gant ar glac’har. Nann ! nann ! Ret eo d’ei delc’her penn, enebiñ, stourm, gounit he bara hag hini he bugale.
Izabel a oa plac’h a benn hag a galon. Red eo d’ei beva, arabad eo d’ei en em leuskel da vont gant ar glac’har. Nann ! nann ! Red eo d’ei delc’her penn, enebi, stourm, gounit he bara hag hini he bugale.
« Pa droazhi, ne droi nag ouzh tan, nag ouzh heol, nag ouzh loar, nag ouzh kanevedenn, nag ouzh stered, nag ouzh avel. « Ne laoski da fank nag en dour, nag en tan, nag e geot ur peurvan saout, nag en douar bet roget gant an alar ; « Nag ouzh treid ar gwez, na war gern ur menez, na war an henchoù, nag en-dro d’un ti, nag e-harz mogerioù ur c’hreñvlec’h.
« Pa droazi, ne droï nag ouz tan, nag ouz heol, nag ouz loar, nag ouz kanevedenn, nag ouz stered, nag ouz avel[1]. « Ne laoski da fank nag en dour, nag en tan, nag e geot eur peurvan saout, nag en douar bet roget gand an alar[2] ; « Nag ouz treid ar gwez, na war gern eur menez, na war an henchou, nag en-dro d’eun ti, nag e-harz mogeriou eur c’hrenvlec’h [3].
1924
Référence :
SKET.II
Douget eo an den d’ar fall, peurvuiañ diegus en em laosk da vont war mare e youloù fall.
Douget eo an den d’ar fall, peurvuia diegus en em leusk da vont war mare e youlou fall.
Ha, daoust d’e baourkaezh devezhioù da vezañ kelc’het gant an ezhommoù, daoust d’an dienez da begañ war e groc’hen ha war e galon, abeg e kave ar paotr evelkent en nerzh e yaouankiz, da leuskel e vennozhioù da nijal, gwennilied dibreder, a-dreuz oabl koumoulek an hunvreioù.
Ha, daoust d’e baour kêz devejou da vea kelc’het gant an ezommou, daoust d’an dienez da bega war e groc’hen ha war e galon, abeg e kave ar pôtr evelkent en nerz e yaouankiz, da leuskel e vennoziou da nijal, gwennilied dibreder, a-dreuz oabl koumoulek an huvreiou.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
en em leuskel
1931
Référence :
VALL
pg (s')affaisser
en em laosket da
1931
Référence :
VALL
pg aller
leuskel ar gouriz
1931
Référence :
VALL
pg banqueroute
leuskel an eor
1931
Référence :
VALL
pg (jeter l')ancre
en em leuskel da
1931
Référence :
VALL
pg (se laisser) aller (à ses penchants)
Ar « ravolt » a veze leuskel a-gevret, war ar renkoù, bep a c'hwitelladenn ; er studi, skeiñ a-gevret gant ar botoù-koad war ar pleñchod ; er refektouer, pa zisplije ar boued, boudal pe vouboual hep digeriñ ar genoù, evel un hed-gwenan o sevel.
Ar « ravolt » a veze leuskel a-gevret, war ar renkou, bep a c'houitelladenn ; er studi, skei a-gevret gant ar botou-koad war ar pleñchod ; er refektouer, pa zisplije ar boued, boudal pe vouboual hep digeri ar genou, evel eun hed-gwenan o sevel.
1944
Référence :
EURW.1
p40
Mari a laoskas ur c’hri, hag a stardas al liñserioù en-dro dezhi.
1944
Référence :
ATST
p.52
Leuskel a reas [sic, rejomp], Ernest Mège ha me, hor c'heneil Poulpiked er gêr, ha ni hon-daou a reas adarre an hent da dapout Keraez.
Leuskel a reas [sic] Ernest Mège ha me hor c'heneil Poulpiquet er gêr, ha ni hon daou a reas adarre an hent da dapout Keraez.
1944
Référence :
EURW.1
p75
Ganit, paotr kozh, bourdet ne vin / Ha setu amañ petra ' rin : / Ur soudard mat ' laoskin ez ti / Da eveshaat ouzhit hep si, / Hag, evel-se, ac'hann ' vi kuit / Da dec'hout pell pa vimp aet kuit, / Ha d'an daou zisuj e vi kred.
Ganit, paotr koz, bourdet ne vin / Ha setu amañ petra ' rin : / Eur soudard mat ' laoskin ez ti / Da evesaat ouzit hep si, / Hag, evel-se, ac’hann ' vi kuit / Da dec'hout pell pa vimp eet kuit, / Ha d'an daou zizuj e vi kred.
1960
Référence :
PETO
p40-41
Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouzh o fasturañ, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.
Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouz o fastura, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.
1960
Référence :
PETO
p32
Salokras, aotrou, din ne fell / E gwall fazi ho leuskel pell.
1960
Référence :
PETO
p75
War-lerc'h e lennaden e chom da brederiañ hag e laosk, bep ur mare, huanadennoù hir.
War-lerc'h e lennadenn e chom da brederia hag e laosk, bep eur mare, huanadennou hir.
1960
Référence :
PETO
p27
O welout o ofiser o kemeret e gouch war hemañ gant e bistolenn, e hastont d'ober hent dezhañ da leuskel e denn.
O welout o ofiser o kemeret e gouch war hemañ gant e bistolenn, e hastont d'ober hent dezañ da leuskel e denn.
1960
Référence :
PETO
p51
Falc'hañ parkadoù OGK, distaliañ panelloù bruderezh, lazhañ arouezioù tredan ar stalioù, diskar pretioù Mac Donald, mirout na vefe skarzhet tud, laoskel loened bac'het da vont kuit, mirout ouzh ar chase war varc'h...
2015
Référence :
DISENT
p60
Ha dav e vefe laoskel e c'hwervoni da zispakañ, treiñ e fulor e kasoni, klask ober mezh d'an dud gant komzoù drouk ?
2015
Référence :
DISENT
p64
Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.