I.
1. Dourenn gontammus, a vez furmet e gwagrennoù loened zo, hag a c'hall bezañ ensinklet ganto dre flemmañ pe dre zantañ.
Binim an naeron. Binim ar gwesped.
2. Dre ast.
Binim al linad : dourenn zo e blevennoù gorre al linad, a ro debron pa stoker outo.
II.
A. Dre heveleb.
Binim ar goulioù : lin brein.
&
Kontamm.
Evet o deus ar binim marvel.
B. Dre let.
1. Kontamm.
Mont a ra binim ar pec'hed lous betek mel an eskern.
2. Santad droukrañsus diwanet diwar warizi, drougiezh pe gasoni.
Goude bezañ gwelet ar binim a oa en e galon, ne viot ket souezhet o klevet e voe krisoc'h eget biskoazh.
3. Gerioù touellus.
Ar binim a silont en o c'hazetennoù.
III. Dre ast.
Yenien greñv en amzer.
Pa vez yen hag e kinnig skornañ e vez lavaret ez eus binim en amzer.
Goude bezañ gwelet ar binim a oa e kalon Loull ar Bouc’h, ne vioc’h ket souezhet o klevet e voe krisoc’h eget biskoazh.
Goude beza guelet ar binim a ioa e kaloun Loull ar Bouc’h, ne vioc’h ket souezet o klevet e oue krisoc’h eget biskoaz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.146
ur glopennad binim
eur glopennad binim
1909
Référence :
BROU
p. 215
Ur saead binim [sic] a zo dedarzhet ennañ
Eur zaead binim a zo didarzet ennhan.
1909
Référence :
BROU
p. 206 (se dit aussi d'un bouton purulent. De quelqu'un qui aurait la rougeole, une urticaire etc., on dirait :)
ur gwiskad binim a zo dedarzhet ennañ
eur gwiskat binim a zo didarzet ennhañ
1909
Référence :
BROU
p. 223
ur saed binim [sic], ur saead laou am eus paket en ti-se
er zaead binim, er zaead law am oez paket en ti-ze
1909
Référence :
BROU
p. 417 (j'ai pris une couche de boutons, de vermine en cette maison)
Denet, sunet en deus ar gouli evit chachañ er-maez ar bulum gant ar gwad…
Denet, sunet an neus ar gouli evit chacha er-mêz ar bulum gant ar gwad…
1925
Référence :
BILZ2
p.119
binim
1927
Référence :
GERI.Ern
pg binim
binim
bilim
1927
Référence :
GERI.Ern
pg binim
Atav e veze ganeomp louzoù enep bilim an naered, met ar wech kentañ e oa din kaout da ober gantañ.
1985
Référence :
DGBD
p91
"Marteze e rez-te mat da labour, ne lavaran ket, met da genseurted o deus mastoc'het o hini," a lavar o teuler he binim faeüs war ma c'henseurted, evel ma ra seul wezh m'he devez tro.