Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Dourenn gontammus, a vez furmet e gwagrennoù loened zo, hag a c'hall bezañ ensinklet ganto dre flemmañ pe dre zantañ. Binim an naeron. Binim ar gwesped. 2. Dre ast. Binim al linad : dourenn zo e blevennoù gorre al linad, a ro debron pa stoker outo. II. A. Dre heveleb. Binim ar goulioù : lin brein. & Kontamm. Evet o deus ar binim marvel. B. Dre let. 1. Kontamm. Mont a ra binim ar pec'hed lous betek mel an eskern. 2. Santad droukrañsus diwanet diwar warizi, drougiezh pe gasoni. Goude bezañ gwelet ar binim a oa en e galon, ne viot ket souezhet o klevet e voe krisoc'h eget biskoazh. 3. Gerioù touellus. Ar binim a silont en o c'hazetennoù. III. Dre ast. Yenien greñv en amzer. Pa vez yen hag e kinnig skornañ e vez lavaret ez eus binim en amzer.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

vinim

1499
Daveenn : LVBCA p202 (venin)

binim

1659
Daveenn : LDJM.1 pg poison, venin

binim

1850
Daveenn : GON.II.HV pg binim (Venin).

binimoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg binim (Venin. Pl.)

Goude bezañ gwelet ar binim a oa e kalon Loull ar Bouc’h, ne vioc’h ket souezhet o klevet e voe krisoc’h eget biskoazh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.146

ur glopennad binim

1909
Daveenn : BROU p. 215

Ur saead binim [sic] a zo dedarzhet ennañ

1909
Daveenn : BROU p. 206 (se dit aussi d'un bouton purulent. De quelqu'un qui aurait la rougeole, une urticaire etc., on dirait :)

ur gwiskad binim a zo dedarzhet ennañ

1909
Daveenn : BROU p. 223

ur saed binim [sic], ur saead laou am eus paket en ti-se

1909
Daveenn : BROU p. 417 (j'ai pris une couche de boutons, de vermine en cette maison)

Denet, sunet en deus ar gouli evit chachañ er-maez ar bulum gant ar gwad…

1925
Daveenn : BILZ2 p.119

binim

1927
Daveenn : GERI.Ern pg binim

binim

1927
Daveenn : GERI.Ern pg binim

Atav e veze ganeomp louzoù enep bilim an naered, met ar wech kentañ e oa din kaout da ober gantañ.

1985
Daveenn : DGBD p91

"Marteze e rez-te mat da labour, ne lavaran ket, met da genseurted o deus mastoc'het o hini," a lavar o teuler he binim faeüs war ma c'henseurted, evel ma ra seul wezh m'he devez tro.

2015
Daveenn : EHPEA p27

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial