Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. al loened) Zo binim gantañ. An naeron binimus. Ur gevnidenn vinimus. 2. (db. ar plant) Zo gantañ peadra da gontammiñ pe da reiñ debron. Drein binimus ar bodoù spern. 3. (db. an traoù) Binim warnañ. Ur bir binimus zo bet tennet warnañ. 4. (db. an dud) Binim (II B 2) ennañ. Gant e deod binimus ne ra nemet dispenn brud vat e nesañ. 5. (db. an avel) Yen-sklas, a flemm. Un avel dreut ha binimus. II. Adv. En doare da gontammiñ gant binim. Anevaled hag a flemm binimus. & Dre ast. En un doare drouk. Hag e skrignas e zent ker binimus ouzh ar verc'h ken ne lavaras ar mestr he lezel.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hwil glas binimus

1732
Daveenn : GReg pg cantharide (mouche venimeuse)

c'hwiled glas binimus

1732
Daveenn : GReg pg cantharide (mouche venimeuse, p.)

binimus

1850
Daveenn : GON.II.HV pg binimuz (Venimeux).

Job en doa taolet e chupenn en-dro dezhañ, ha souchet start dezhañ e ivinoù binimus.

1944
Daveenn : ATST p.65

N'ouzon ket pe e oa bilimus an naer pe ne oa ket ; va den a bareas buan, ha disfiz am eus o deus va fikadennoù permanganat graet muioc'h a zroug eget flemm an naer.

1985
Daveenn : DGBD p92

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial