I. Doar./Stn.
1. (db. al loened)
Zo binim gantañ.
An naeron binimus. Ur gevnidenn vinimus.
2. (db. ar plant)
Zo gantañ peadra da gontammiñ pe da reiñ debron.
Drein binimus ar bodoù spern.
3. (db. an traoù)
Binim warnañ.
Ur bir binimus zo bet tennet warnañ.
4. (db. an dud)
Binim (II B 2) ennañ.
Gant e deod binimus ne ra nemet dispenn brud vat e nesañ.
5. (db. an avel)
Yen-sklas, a flemm.
Un avel dreut ha binimus.
II. Adv.
En doare da gontammiñ gant binim.
Anevaled hag a flemm binimus.
&
Dre ast.
En un doare drouk.
Hag e skrignas e zent ker binimus ouzh ar verc'h ken ne lavaras ar mestr he lezel.
Job en doa taolet e chupenn en-dro dezhañ, ha souchet start dezhañ e ivinoù binimus.
1944
Référence :
ATST
p.65
N'ouzon ket pe e oa bilimus an naer pe ne oa ket ; va den a bareas buan, ha disfiz am eus o deus va fikadennoù permanganat graet muioc'h a zroug eget flemm an naer.