1. Ledennad bras pe vrasoc'h a zour mor.
2. Donvor.
Ar vag ne zaleas ket da vezañ kaset war-du ar mor-bras.
HS. keinvor.
3. Mare-mor uhel e ampled, abalamour da levezon kevredet al Loar hag an Heol.
Aet d'an dichal gant ar mor bras. D'an izelvor d'ar mor-bras aze ne'z pezo ket dour. Ur mor-bras bihan.
DHS. reverzhi.
Daoulinet int etre ar mor-bras a ya hag a deu a-zindan o zreid ha toenn koumoulek [sic] an [n]eñv a guzh anezho ouc’h daoulagad ar sitoianed...
Daoulinet int etre ar mor braz a ia hag a deu azindan ho zreid ha toenn koummoullek an env a guz anezho ouc’h daoulagad ar zitoianed...
1877
Référence :
EKG.I.
p.100
— Kivoron, ar c’habiten Jaouen a zo bet a-zindan meur a daol-amzer ; meur a wech en deus gwelet ar mor-bras dirollet evit her lonkañ. Ha klevet ec’h eus en defe biskoazh bet aon ?
— Kivoron, ar c’habiten Jaouen a zo bet azindan meur a daol amzer ; meur a veach en deuz guelet ar mor braz dirollet evit her lounka. Ha klevet ec’h euz en defe biskoaz bet aoun ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.214
Aber ar stêr a zo dirazi ur c’haead skoselloù ma tremen a-dreuz dezhañ, en ur c’hourdarzhañ, ar mor-Bras a-bezh.
Aber ar stêr a zo dirazi eur c’haead skosellou ma tremen a-dreuz d’ezan, en eur c’hourdarza, ar mor-Bras a-bez.
1924
Référence :
SKET.II
p.41
Rak amañ e teu an avel eus an adreñv, dreist ar geoteier, diwar ar mor-bras a zo du-hont o tarzhañ war an aodoù traezh eeun.