Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ledennad bras pe vrasoc'h a zour mor. 2. Donvor. Ar vag ne zaleas ket da vezañ kaset war-du ar mor-bras. HS. keinvor. 3. Mare-mor uhel e ampled, abalamour da levezon kevredet al Loar hag an Heol. Aet d'an dichal gant ar mor bras. D'an izelvor d'ar mor-bras aze ne'z pezo ket dour. Ur mor-bras bihan. DHS. reverzhi.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Netra, netra er bed gant Doue ned a da goll : / Ul lomm dour er mor-bras, war an douar ur yeotenn / A zo azirazañ ker kaer evel an heol.

1867
Daveenn : MGK p121

Daoulinet int etre ar mor-bras a ya hag a deu a-zindan o zreid ha toenn koumoulek [sic] an [n]eñv a guzh anezho ouc’h daoulagad ar sitoianed...

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

— Kivoron, ar c’habiten Jaouen a zo bet a-zindan meur a daol-amzer ; meur a wech en deus gwelet ar mor-bras dirollet evit her lonkañ. Ha klevet ec’h eus en defe biskoazh bet aon ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.214

Ouc’hpenn an dra-se c’hoazh : ar beg-douar-se a zo leun a vartoloded a rank dilezer o bro evit mont, a-dreuz ar mor-bras, er broioù a-bell, da c’hounit un tamm bara dezho ha d’o zud er gêr.

1878
Daveenn : EKG.II p.310

Aber ar stêr a zo dirazi ur c’haead skoselloù ma tremen a-dreuz dezhañ, en ur c’hourdarzhañ, ar mor-Bras a-bezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.41

Rak amañ e teu an avel eus an adreñv, dreist ar geoteier, diwar ar mor-bras a zo du-hont o tarzhañ war an aodoù traezh eeun.

1985
Daveenn : DGBD p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial