— « Ar vlaz a zo hervez ar penn, / » Eme 'r c'higer, e daou c'her krenn. »
« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »
blaz
Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.
A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv ["gwall c’hwerv"] gant aer Lanurgad.
'M eus aon e oa echu ganit tañva blaz « garbanzos » (fav ruz) Kastilha-Gozh, hag e vijez bet kaset da zebriñ yod-silet e ti da vamm. Brrr !...
Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d’am zintin, ur bern moc’haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat d’ur bugel ken yac’h ha den.
Redek a rae an aliesañ ma c’helle a di da di war-zigarez kas d’ar gêr druilhoù peurdakonet pe dilhad nevez peurwriet ; bep tro e tape un dra bennak da gloukañ, met dalc’hmat e veze, hervez ma kave dezhañ, blaz ar re nebeut gant e vannac’h ; en ur ger, liv al lonker a vleunie war e fri keit hag un ibil da blantañ kaol, ha rusoc’h ar beg-begig anezhañ eget ur vouarenn hanter veür.
N’euz forzh, blaz ar c’hwerv a gaven gant va flanedenn, ha keit ha ma vezen o tommañ e-tal an tan, va gwellañ-gwellaig a raen evit terriñ d’am c’herseenn en ur soñjal : « Ul louf ki, setu petra a dalv an amourousted, ar briedelezh hag an holl verc’hed ! »
Daou-ugent vloaz bennak a zo tremenet abaoe ma hetas dimp kemend-all e Moskov, ha daoust d’an holl drubuilhoù, en desped d’ar gwalldaolioù a venne trec’hiñ warnomp – ha bet hon eus, bugale vat, tammoù a bep seurt blaz, c’hwerv pe drenk, da dañva : daou vrezel, an dispac’h e Rusia, meur ha meur a zisparti, ar c’hleñved, an dienez, ha me oar petra all ouzhpenn ! – bep tro hon eus prennet start hor c’halon ouzh ar gwalleur, ha morse n’hon eus kroget d’en em zebriñ diwar-benn traoù aet e-biou, ha nebeutoc’h c’hoazh a-zivout drouklammoù da zont ha na vo marteze biken anezho.
Evel boaz, ne baoueze ket da skuilh daeroù ; hag an daeroù, petra int e gwirionez ? takennoù dour, hep mui ken [sic, hepmuiken], ha blaz an holen ganto.
Pa ’z oa prest, hervez ma kave dimp, va zamm lip-e-bav, c’hwezh ar foeltr ha blaz an diaoul a oa gantañ ha taolet e voe war ar bern teil rak penn-moc’h ebet n’en divije teurvezet lonkañ ar seurt gwelien.
Pegen c'hwek d'ar staon ar bananez kentañ a brenis eno ! Pegen melen ha saourus o c'hig ! Pebezh c'hwezh-vat ha pebezh blaz !
Abalamour d'ar feiz-se, a-dra-zur, va "danevell" a vo ganti eur vlaz disheñvel diouz hini Pèr-Jakez, ha marteze, eun tammig bennag ive diouz hini Petromig. (Abalamour d'ar feiz-se, a-dra-sur, va "danevell" a vo ganti ur vlaz disheñvel diouzh hini Pêr-Jakez, ha marteze, un tammig bennak ivez diouzh hini Petromig.)
Bet e oamp en Oinotira, un davarn e Kesariani. Unan eus ar re dibaot eo ma tebr Adriani hep klemm peogwir e kav ar boued didres ha saourus. Doñjer he deus bet atav ouzh an tavarnioù ma vez skoet en hoc'h asied un tamm flegenn karnet-holl pe ma vez fardet deoc'h meuzioù hevlezek diseurt, gant blazioù ne oar den eus pelec'h e teuont, evel an arc'hant o deus kaset ac'hanomp d'ar baz.
N'eo ket ken pouezus-se rak, forzh penaos, daonet omp-holl, met ma emziviz gant geriadur Dimitrakos zo blaz an trenk gantañ.
Mots précédents
Mots suivants
blazañ