— « Ar vlaz a zo hervez ar penn, / » Eme 'r c'higer, e daou c'her krenn. »
« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »
blaz
Job a oa aozet dezhañ gant e vamm ur soubenn rous treutik a-walc’h, a zo ken dispar, hervez em eus klevet, da gas kuit a-ziwar an teod, ar blaz c’hwerv a chom goude un devezh bos.
A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv ["gwallc’hwerv"] gant aer Lanurgad.
'M eus aon e oa echu ganit tañva blaz « garbanzos » (fav ruz) Kastilha-Gozh, hag e vijez bet kaset da zebriñ yod-silet e ti da vamm. Brrr !...
Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d’am zintin, ur bern moc’haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat d’ur bugel ken yac’h ha den.
Redek a rae an aliesañ ma c’helle a di da di war-zigarez kas d’ar gêr druilhoù peurdakonet pe dilhad nevez peurwriet ; bep tro e tape un dra bennak da gloukañ, met dalc’hmat e veze, hervez ma kave dezhañ, blaz ar re nebeut gant e vannac’h ; en ur ger, liv al lonker a vleunie war e fri keit hag un ibil da blantañ kaol, ha rusoc’h ar beg-begig anezhañ eget ur vouarenn hanter veür.
Abalamour d'ar feiz-se, a-dra-zur, va "danevell" a vo ganti eur vlaz disheñvel diouz hini Pèr-Jakez, ha marteze, eun tammig bennag ive diouz hini Petromig. (Abalamour d'ar feiz-se, a-dra-sur, va "danevell" a vo ganti ur vlaz disheñvel diouzh hini Pêr-Jakez, ha marteze, un tammig bennak ivez diouzh hini Petromig.)
Pegen c'hwek d'ar staon ar bananez kentañ a brenis eno ! Pegen melen ha saourus o c'hig ! Pebezh c'hwezh-vat ha pebezh blaz !
N'eo ket ken pouezus-se rak, forzh penaos, daonet omp-holl, met ma emziviz gant geriadur Dimitrakos zo blaz an trenk gantañ.
Bet e oamp en Oinotira, un davarn e Kesariani. Unan eus ar re dibaot eo ma tebr Adriani hep klemm peogwir e kav ar boued didres ha saourus. Doñjer he deus bet atav ouzh an tavarnioù ma vez skoet en hoc'h asied un tamm flegenn karnet-holl pe ma vez fardet deoc'h meuzioù hevlezek diseurt, gant blazioù ne oar den eus pelec'h e teuont, evel an arc'hant o deus kaset ac'hanomp d'ar baz.