Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Unanenn a dalvez da vuzuliañ an amzer, anezhi un driugentvedenn eus un eur. [1850] En ur vinut e vezin distro. [1944] Ar C'hreisteiziad a dremenas un dakennig dour war veg e fri, hag e oa gwisket en tri munut. [1944] — « Trist eo. » a huanadas ar voereb. Daou vunut goude edo adarre moredet. [1944] Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout. [1960] Kuitaat a ra ar sal hag e chom houmañ goullo e-pad ur munut pe zaou. [1985] Aet e oa ar vag, en ur gemer re verr ur gilblegenn, da dourtañ ar papurus, hag un dek munut bennak a voe ret goude evit he disac'hañ ac'hano. & Trl. Tro ar munut (ar. tr/min) : unanenn a dalvez da vuzuliañ tizh treiñ ar c'hefluskerioù. Treiñ da 600 tro ar munut : 600 tro a rafe ma trofe a-hed ur munut. & Nadozenn ar munutoù. 2. MENTON. Unanenn a dalvez da vuzuliañ ar c'hornioù (ar. '), anezhi un driugentvedenn eus un derez.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

munud

1850
Référence : GON.II.HV pg miñtrad, minud, munud

minud

1850
Référence : GON.II.HV pg minud, munud, minuden

minudoù

1850
Référence : GON.II.HV pg minud, munud

munudoù

1850
Référence : GON.II.HV pg minud, munud

en ur vinut e vezin distro

1850
Référence : GON.II.HV pg minud, munud

— « Trist eo. » a huanadas ar voereb. Daou vunut goude edo adarre moredet.

1944
Référence : ATST p.35

Ar C'hreisteiziad a dremenas un dakennig dour war veg e fri, hag e oa gwisket en tri munut.

1944
Référence : EURW.1 p80

Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.

1944
Référence : EURW.1 p.199

Kuitaat a ra ar sal hag e chom houmañ goullo e-pad ur munut pe zaou.

1960
Référence : PETO p33

Ne welis ket eta en taol-se an hentoù dour strizh pe ledan hon eus heuliet hag ur wech hepken on bet dihunet : aet e oa ar vag, en ur gemer re verr ur gilblegenn, da dourtañ ar papurus, hag un dek munut bennak a voe ret goude evit he disac'hañ ac'hano.

1985
Référence : DGBD p29

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux