munud
minud
Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.
Ne welis ket eta en taol-se an hentoù dour strizh pe ledan hon eus heuliet hag ur wech hepken on bet dihunet : aet e oa ar vag, en ur gemer re verr ur gilblegenn, da dourtañ ar papurus, hag un dek munut bennak a voe ret goude evit he disac'hañ ac'hano.