Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1850, 1878, 1944, 2012, 2015] Unanenn a dalvez da vuzuliañ an amzer, anezhi un driugentvedenn eus un eur. [1850] Minutenn. [1878] Mes pemp minutenn goude-se, p’oa un tamm pellaet, me [a]m boa er c’haset d’ar bed all da gaout e gamarad Brutus an Normant. [1944] En ur ober pemp munutenn e ranke an holl bezañ gourvezet didrouz. [2012] E welet 'm boa a-boan ur vunutenn hogen va blev a savas a-bik war va fenn. [2012] Dek munutenn hoc'h eus evit en em gavout en ho lec'h. [2015] Pemp munutenn goude emaomp e Renerezh ar Gêrreizh. 2. MENTON. Unanenn a dalvez da vuzuliañ ar c'hornioù (ar. '), anezhi un driugentvedenn eus un derez.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

minudenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg minuden

Ur vinutenn c’hoazh hag e oa graet gantañ, pa lavaras ar c’habiten : — Chomit a-sav, soudarded.

1878
Daveenn : EKG.II p.159

Mes pemp minutenn goude-se, p’oa un tamm pellaet, me [a]m boa er c’haset d’ar bed all da gaout e gamarad Brutus an Normant.

1878
Daveenn : EKG.II p.92

En ur ober pemp munutenn e ranke an holl bezañ gourvezet didrouz.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

E welet 'm boa a-boan ur vunutenn hogen va blev a savas a-bik war va fenn.

2012
Daveenn : DJHMH p.67

Dek munutenn hoc'h eus evit en em gavout en ho lec'h.

2012
Daveenn : DJHMH p.70

Pemp munutenn goude emaomp e Renerezh ar Gêrreizh.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial