Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Tachenn gompez. En em gavet e oan war ar plaen. [1924] Erruout a rejont evelkent war ar plaen, kent diskenn da Bennenez. & Trl. Bezañ lakaet war ar plaen : bezañ kaset da baour. 2. Strad an dour. Pesketa war ar plaen. DHS. sont. 3. Trl. Kavout e blaen : e stad reizh, kent. Kaset gantañ d'an traoñ e lonkad mezh, e kavas Job adarre e aez hag e blaen. II. Tr. adv. WAR E BLAEN. 1. Distrafuilh. Lavaret udb. war e blaen. [1955] Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro [...]. 2. Hep diaester. Lenn war e blaen : lenn mat, hep diaester. HS. riel. 3. Sioul. Delc'her a rae da vont war e blaen. 4. Un den war e blaen : na vez morse mall warnañ.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Erruout a rejont evelkent war ar plaen, kent diskenn da Bennenez.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

un den war e blaen

1931
Référence : VALL pg (une personne qui prend ses) aise(s)

Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »

1955
Référence : VBRU p.7

L'Office public de la langue bretonne