I.
H.g.
1. Tachenn gompez.
En em gavet e oan war ar plaen.
[1924] Erruout a rejont evelkent war ar plaen, kent diskenn da Bennenez.
&
Trl.
Bezañ lakaet war ar plaen : bezañ kaset da baour.
2. Strad an dour.
Pesketa war ar plaen.
DHS. sont.
3. Trl.
Kavout e blaen : e stad reizh, kent.
Kaset gantañ d'an traoñ e lonkad mezh, e kavas Job adarre e aez hag e blaen.
II.
Tr. adv.
WAR E BLAEN.
1. Distrafuilh.
Lavaret udb. war e blaen.
[1955] Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro [...].
2. Hep diaester.
Lenn war e blaen : lenn mat, hep diaester.
HS. riel.
3. Sioul.
Delc'her a rae da vont war e blaen.
4. Un den war e blaen : na vez morse mall warnañ.
Daveenn :
VALL
pg (une personne qui prend ses) aise(s)
Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »