Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Lakaat (udb.) da vezañ plaenoc'h. Plaenaat al leur-zi. Plaenaat Brasparzh. & Trl. skeud. Plaenaat an hent da ub. : aesaat udb. dezhañ, lemel an diaesterioù, ar skoilhoù evitañ. Yann-Vadezour en deus plaenaet an hent d'ar Salver. & Plaenaat porpant* ub. 2. (db. an diemglevioù) Degas ar peoc'h, an emglev (db. udb.). Pa sav bec'h ned eus ket eveltañ evit plaenaat an traoù. DHS. reizhañ, renkañ. HS. kompezañ. 3. Lakaat da vezañ eeunoc'h. Ar c'helenner en deus plaenaet ar gudenn. II. V.g. Dont da vezañ plaenoc'h.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

plaenaat

1499
Daveenn : LVBCA p164

plaenaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aplanir

plaenaat

1732
Daveenn : GReg pg applanir, égaler (rendre uni)

plaenaet

1732
Daveenn : GReg pg égaler (rendre uni)

plaenaet

1732
Daveenn : GReg pg applanir

plaenaat

1931
Daveenn : VALL pg aplanir

plaenaat

1931
Daveenn : VALL pg arranger

Anat eo ez eus ur frailhenn vras amañ [...]; ur frailhenn eus ar C'hentañhoalad ez eo, bet plaenaet pell-bras a zo; chomet eo bev diwezhatoc'h, avat, en hec'h astennidigezh etre Plougastell ha Landerne, evel m'en deus lavaret deomp Kenan Kongar.

1943
Daveenn : TNKN p23

Alies e veze ret din plaenaat an traoù. Ma komzit gant mezeion all ha gant ar c'hoskor e lavarint deoc'h an hevelep tra.

2015
Daveenn : EHPEA p43

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial