Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Zo a-stur gant rizenn an dremmwel. DHS. a-blom, a-sonn, war-draoñ, war-grec'h, war-ziskenn, war-ziribin. HS. a-blad, a-blaen. ES. a-skouer. 2. Tr. ar. War-blaen gant : a-live gant. II. A. (db. oberezhioù an dud) 1. RELIJ. Hep kanañ (en oferenn). Respont war-blaen. & (impl. da stn.) Un oferenn war-blaen. 2. Trl. Lenn war-blaen : hep diaezamant ebet. HS. riel. 3. Hep kemer diaez, o kemer amzer. War-blaen em eus gwelet anezhañ. & (gant ur rag. gour) Komz, bale a ran war ma flaen. Touiñ a reas war e blaen ne oa kiriek da netra. [1954] [...] pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen. B. (db. an dud) Un den war e blaen : den na gemer ket a ziaez.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Edo d'an ampoent-se ar baotred e ti va c'henitervez Saoz an Aubin o vutunat ur c'hornedad kent mont da gousket, pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen.

1954
Daveenn : VAZA p.44, notenn 1

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial