Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. 1. (db. ar gorreennoù) Kompez. Un takad plaen. Ur vro blaen. Ur gompezenn ken plaen hag un daol. & [1909] Plaen-dis : plaen plaen. [1909] Ar mor a zo plaen-dis. Trl. kv. Bezañ plaen evel ul lenn, evel ur melezour, evel ur billig : bezañ plaen-kenañ. 2. (db. buhez an dud) Nad a ket er-maez eus reolennoù ar vuhezegezh vat. Me a ren ur vuhez plaen ha reoliet-mat war an debriñ hag an evañ. 3. Eeun. E brezegennoù a veze atav plaen hag aes da gompren. Plaen ha plijus eo ar romant-se. B. Dre skeud. (db. an dud) 1. A-du an eil gant egile. An holl dud a vez plaen diwar-c'horre. 2. Hep skoilh, hep kudenn. Ar vugale a vez plaen tout an traoù dezho. II. A. Doar. Kompez. Amañ eo plaen da zañsal. Kamm eo an daol, ne chom ket plaen. B. Stn. 1. Koef* plaen. 2. Yezhad. Derez* plaen. 3. (db. ar boued) Goular. Boued plaen. HS. divlaz, panenn, peñver. & Trl. Keusteurenn* blaen. 4. (db. ar glav) A gouezh dousik hag a bad prl. 5. Poent plaen : doare kraf gwriat. 6. Komz-plaen : doare skrivañ hep klotenn, enebet ouzh ar varzhoniezh. 7. Oferenn*-blaen. & Kan* plaen.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

plaen

1499
Daveenn : LVBCA p164 (plain, ouert sanz fiction)

plaen

1659
Daveenn : LDJM.1 pg plani

plaen

1732
Daveenn : GReg pg égal (plain, uni)

ar c'han plaen

1732
Daveenn : GReg pg (le plein) chant (ou le chant Gregorien)

kanañ ar c'han plaen

1732
Daveenn : GReg pg chanter (en plein chant)

plaen

1732
Daveenn : GReg pg égal (plain, uni)

amzer dizavel, ha mor plaen

1732
Daveenn : GReg pg bonace (calme sur mer)

amzer dizavel ha mor plaen

1732
Daveenn : GReg pg calme (bonace sur mer)

ar c'han plaen

1732
Daveenn : GReg pg (le plein) chant (ou le chant Gregorien)

ar mor a zo plaen-dis

1909
Daveenn : BROU p. 410

war blaenoc’h dinaou

1923
Daveenn : SKET p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "En pente plus douce".

war blaen zinaou

1923
Daveenn : SKET p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "En pente douce".

Deut an hañv, ha gantañ an heol tomm, ar mor plaen ha kompez, an hañv : bennozh Doue, laouenidigezh ar vugale.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1088 (Here 1924)

Kaer an amzer, plaen an hent, un dudi bale.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

briatadur plaen

1931
Daveenn : VALL pg accolade (horizontale)

plaen ha berv

1931
Daveenn : VALL pg arioso

Diskleriet eo mat a-walc'h an traoù gant ar goulakadur-mañ; arabat ankounac'haat kennebeut e vije souezhus ur fiord dindangleuzet war ur gompezenn ken plaen.

1943
Daveenn : TNKN p49

Muioc'h e tennent d'an tresoù kozh emeur kustum da bentañ Bretoned ganto ; o brezhoneg avat, ne gaven ket anezhañ ken eeun, ken plaen, ken heson, ha hini kanton Kallag, a zo, gouez din, unan eus ar re yac'hañ a gomzer e Breizh-Izel.

1944
Daveenn : EURW.1 p75

Ar mor a oa ken plaen, ma n'eus ket bet a dud klañv.

1944
Daveenn : EURW.1 p.110

Astenn a rae dirak hor c'hammedoù ur gompezenn ingal ha plaen.

1944
Daveenn : EURW.1 p.146

Ur paotr yaouank flour ha seven a oa neuze Loeiz ; plaen hag ingal e gomz ; blev du hir a zouge.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

Din[,] ho sakramant n’eo ket mat : / Dibabet 'c'h eus an hent hep drein, / Warnañ kompez ha plaen ar vein, / 'lec'h ar garront ma kresk ar spern / A doullas don d'ar C'hrist E gern.

1960
Daveenn : PETO p52-53

Hervez kerzhed an dougerien e vez ivez aesoc'h pe ziaesoc'h an tipoy, ha bez ez eus strolladoù tipoyerien vat hag a ya plaen hag unvan gant o hent, ha re all hag a gerzh an eil a-dreuz d'egile, ouzh o lakaat da vont a lammoùigoù evel ma ra ul loen-kezeg pa ya d'ar piltrot.

1985
Daveenn : DGBD p34

Disfiz o deus ouzh an istrogelled-se deuet da zirenkañ o zammig buhez plaen ha brav en ur blantañ reuz hag oc'h embann keloù fall a-bouez-penn...

2015
Daveenn : DISENT p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial